Apacheed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Apache portraits.jpg

An Apacheed zo ur bobl henvroat, anezhi un tolpad meuriadoù indian e Norzhamerika, a zo o chom e mervent Stadoù-Unanet Amerika.

Kar int d'an Navajoed ha kenorin dre o yezh, met hiziv e vezont gwelet evel div bobl disheñvel .

Gwechall en em lede ar bed apache eus reter Arizona betek Texas hag ar Plaenennoù Bras er reter, ha Gwalarn Mec'hiko er c'hreisteiz.

Yezh[kemmañ]

Apache (distaget /əˈpætʃiː/ e saozneg) eo an an dud, apacheeg o yezh, a zo kar da hini an Navajoed. Lavaret e vez eo ur yezh Suathabaskek, kar da yezhoù Athabaskek Alaska ha Kornôg Kanada.

Kantreidi ha chaseourien e oant, brezelourien griz ivez rak tagañ a raent ar pobloù kutuilherien. Da c'houde o deus stourmet a-enep da drevadennourien spagnol, da Vec'hikoiz ha d'an Amerikaned. Trec'het e voent ha war an diskar ez ejont e fin an XIXvet kantved. E mirvaoù emañ o chom o diskennidi bremañ.

Geronimo (a-zehou) gant e vrezelourien

Pa zañsent e lakaent dilhad a oa skeudenn speredoù ar menezeier. Pareañ a raent an dud dre skarzhañ ar speredoù fall. Livet e oa o c'horf, lakaet saeoù ganto ha maskloù teñval o liv. Krediñ a raent en a bep seurt boudoù dreistnaturel ha dreist-holl en un doue anvet Yasun.

Cochise ha Geronimo eo anv o fennoù-meuriadoù anavezetañ.

An Apacheed hag ar Spagnoled[kemmañ]

Apacheed en 18vet kantved


Deskrivet eo bet an Apacheed gant ar c'honkistador Francisco Vásquez de Coronado evel-henn : « Diwar ar bizoned e vev an indianed-se rak ne c'hounezont ket ar maiz. O zi a savont diwar kroc'henn bizoned neuze hag o dilhad, o botoù hag o c'herdenn a reont gant se ivez. Gant ar blev e reont o gloan. Gant stirennoù bizon e reont neudennoù a dalvez dezho da wriat o dilhad hag o zeltennoù [...] ».


En hanterenn gentañ eus ar XVIIIvet kantved e klaskas an difraosterien eus bro Spagn astenn o ziriad war-zu an hanternoz met miret e voe bet outo gant ar meuriadoù Tohono O'odham hag apache. Gant pennoù gouarnamant Mec'hiko e voe gourc'hemennet e vije peurlazhet an Apacheed e 1784 : "an holl re en tu all da 7 vloaz" hervez Angie Debo, Istor Indianed ar Stadoù-Unanet. Ar gouarnour Juan de Bautista a glaskas unvaniñ ar Gommancheed hag an Uteed a-enep an Apacheed. Da bep brezelour kommanche e roas ur gartenn ma c'hellent skrivañ bewezh m'o doa lazhet un Apache.


An dispell er mirvaoù[kemmañ]

An Apacheed bremañ

Goude bezañ stourmet e-pad pell ouzh an alouberien e voe sinet un emglev peoc'h e 1872 gant Tom Jeffords (hennezh a voe breur dre wad da Cochise e 1870), Cochise hag ar jenerak Olivier O.Howard.

Da heul ar feur-emglev-se e voe dispellet 2500 Apache da mirva Chiricahua, e kreiz bro an Apacheed.

Ne chome nemet 1500 anezho pa voent dispellet adarre e 1876 da mirva San Carlos.

En o zouez e oa Tahza, penn hêrezh ar c'hlann, mab henañ da Cochise ha tad da Niño Cochise. En em zibab a ra evit ma steuzfe e glann a 38 den kuit war an hent.

Nod-Ah-Sti, e wreg, Niño Cochise e vab ha Dee-O-Deet ar chaman a oa gantañ. Ne voent ket renablet ken : ar re "zisanv" a rejent anezho o-unan diwar neuze.

Thaza a varvas daou viz da c'houde diwar an drougskevent pa oa o vont gant an hent da Washington da gomz gant ar prezidant Grant. Pa voe roet ar c'heloù da c'houzout e mirva Carlos, e tec'has Naiche, mab yaounkañ Cochise , gantañ ar soñj brezeliñ. Penn-kentañ "brezelioù Jeronimo" e voe (e miz Gwengolo 1886 e echujont).

Kuzh e chomas ar peurrest eus ar re "zisanv", Niño Cochise en o fenn. Dieub e voent er mod-se e-pad muioc'h eget 40 vloaz, o chom e menezeier Sonora, en ul lec'h anvet Pa-Gotzin-Kay.


Liammoù diavaez[kemmañ]