Francisco Vásquez de Coronado

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ergerzhadeg Coronado, livadur gant Frederic Remington (1861-1909)

Francisco Vásquez de Coronado, ganet e Salamanca (Spagn) e 1510 ha marvet e Mec'hiko d'an 22 Gwengolo 1554 a oa ur c'honkistador spagnol hag en doa treuzet Mec'hiko Nevez ha lodennoù all eus ar pezh zo mervent Stadoù-Unanet Amerika hiziv, etre 1540 ha 1542.

Buhez[kemmañ]

Ergerzhadeg Coronado (1540-1542)

Perzh dibar Coronado e kevandir Amerika eo bezañ deuet a-benn da sioulaat ar jeu gant an henvroidi. Dre se e oa bet anvet evel gouarnour Galizia Nevez (a zo Sinaloa ha Nayarit e Mec'hiko hiziv-an-deiz) e 1538. Kaset e voe d'an hanternoz, da Mec'hiko Nevez m'en em gavas gant Marcos de Niza a gontas dezhañ pegen pinvidik e oa Cibola. C'hoant a savas e Coronado ha kemer a reas penn an hent da zizoleiñ ar gêr-aour. E 1540 ez eas kuit e penn ur bagad 340 Spagnol, 300 henvroad hag ur miliad a sklaved indian pe afrikan.

Mont a reas a-hed aod Mor Cortés, war-zu ar Sonora ha treuziñ a reas ar stêr Gila a-raok en em gavout e Cibola, er c'hornôg d'ar pezh a zo stad Mec'hiko Nevez hiziv. Aze e voe dipitet-bras avat : ne oa ket eus ar gêr-aour, pell alese zoken : ur gêriadenn e oa, tra ken, ma veve an indianed Zuñi. Skarzhet e voe Marcos abalamour m'en doa livet gevier dezhañ.

Coronado a lakaas e grabanoù war Cibola atav hag a yeas da welet 6 kêriadenn zuñi all. Ergerzhadegoù all a gasas aleno : Melchior Diaz a voe kaset davet ar C'holorado d'en em gavout gant Hernando de Alarcón a oa en e garg pourchas boued e Coronado. Pedro de Tovar a voe kaset war-zu an hanternoz ha klevout a reas kaoz eus ur stêr vras, un tammig pelloc'h, e kornôg d'ar stêr Coronado. Garcia Lopez de Cardenas a voe kaset da gavout ar stêr-se hag an European kentañ e voe o welet ar Ganienn vras. Hernando de Alvarado a voe kaset war-zu ar reter hag en em gavout a reas e kêriadennoù tro dro d'ar Río Grande. E unan anezho e chomas e-pad ar goañv (e Tiguex end-eeun, a zo Bernalillo hiziv, er Mec'hiko Nevez). Meur a wezh e voent taget gant an Indianed avat.

Coronado en em gavas gant un Indian a lesanvas an Turk. Hennezh a gomzas diwar-benn Quivira, un takad pinvidik er gwalarn. Lakaat a reas en e soñj mont di, asambles gant an Turk da heñchañ anezhañ. Treuziñ a rajent norzh Mec'hiko-Nevez hag an takad a zo anvet Texas hiziv. Met gaou a lavaras an Turk, pe se a sonjas da Coronado, ha neuze e lakaas anezhañ d'ar marv.

Gant sikour henvroidi all en em gavas e Quivira, ur gêriadenn nepell diouzh ar pezh a zo Lindsborg er C'hansas bremañ. Dipitet e voe adarre. Ne oa ket pinvidik an indianed Quivira (a zo Wichita o anv bremañ). Distreiñ a reas Coronado da dTiguex ma chomas evit ar goañvezh adarre.

E 1542 e tistroas da Vec'hiko, gant 100 den nemetken. Ur spont e voe e ergerzhadeg war-bouez bezañ dizoloet ar Ganienn vras met daoust da se e chomas gouarnour betek 1544, a-raok mont da Vec'hiko ma varvas e 1554.

Liammoù diavaez[kemmañ]