Annus horribilis
Eus Wikipedia
Annus horribilis zo ur bomm latin, a dalv kement ha bloavezh euzhus, hag a zo bet lavaret gant ar rouanez Elesbed II a vro-Saoz da zisplegañ petra he doa bevet e 1992, pa oa o lidañ 40vet deiz-ha-bloaz he donedigezh da rouanez, d'ar 24 a viz Du 1992.
- «1992 is not a year on which I shall look back with undiluted pleasure. In the words of one of my more sympathetic correspondents, it has turned out to be an Annus Horribilis».
Un dasson e oa ar bomm-se eus ur bomm all, « Annus mirabilis », anv ur varzhoneg gant John Dryden diwar-benn ar bloavezh 1666.
[kemmañ] Fent
Dre fent e veze kemmet gant farserien ar ger annus en 'anus' (fraez).
[kemmañ] Kofi Annan
Adlavaret eo bet ar bomm gant Kofi Annan d'an 21 a viz Kerzu 2004 :
- «There's no doubt that this has been a particularly difficult year, and I am relieved that this annus horribilis is coming to an end.»