Anna May Wong

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Toll of the Sea
E 1932, gant Carl Van Vechten
Poltred he zremen-hent en 1935
Anna May Wong, e 1939
Anna May Wong en Turandot, obra de teatro, 1936-37.

Anna May Wong zo un aktourez stadunanat a orin sinaat, ganet Wong Liu Tsong ( 黃柳霜 e sinaeg; Huáng Liǔshuāng e pinyin), d'an 3 a viz C'hwevrer 1905 e Los Angeles (California), marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1961 e Santa Monica (California).


He buhez[kemmañ]

He zud-kozh a oa deuet eus Sina, ha merc'h e oa da Wong Sam Sing ha Lee Gon Toy, tud vunut eus Los Ángeles. Anna May Wong a veze graet anezhi gant he zud abaoe bihan, goude ma oa Liu Tsong hec'h anv, abalamour da aesaat an traoù dezhi er vro . En desped d'he zud e troas Anna May en ur filmgarourez , ma tivizas kemer perzh ha c'hoari er filmoù a veze graet nepell diouzh he zi.

E 1922, da 17 vloaz, e krogas da vat gant ar film The Toll of the Sea (1922), goude e reas The Thief of Bagdad en 1924 gant Douglas Fairbanks. e dibenn ar bloavezhioù 1920 e oa ken dipitet gant al labour kinniget dezhi en Hollywood ma'z eas da Europa.

E 1932 e c'hoarias gant Marlene Dietrich er film Shanghai Express ha kaoz a voe eus un darempred a garantez etrezo o-div.

He filmoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Island of Lost Men (1939). Tcm.com. Kavet d'an 2010-03-08.