Alla Nazimova

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alla Nazimova e 1921
Nazimova e 1911, e Broadway, o c'hoari ar pezh The Marionettes
Alla Nazimova o c'hoari Ti ar Mergodennoù, gant Henrik Ibsen

Alla Nazimova (Алла Назимова e ruseg hag ukraineg), pe Mariam Edez Adelaida Leventon (Мириам Эдес Аделаида Левентон e ruseg, Міріам Едес Аделаїда Левентон en ukraineg), ganet d'an 22 a viz Mae 1879 e Yalta, e Krimea, ha marvet d'an 13 a viz Gouhere 1945 e Los Angeles (California), a oa un aktourez rus ha stadunanat, er c'hoariva hag er sinema, hag unan eus re vrudetañ ar sinema en e oadvezh digomz. Anavezet eo ivez evel Nazimova, hag Alia Nasimoff.

He bugaleaj[kemmañ]

Nazimova a oa merc'h da Yakov Leventon ha Sonya Horowitz, Yuzevien o chom e Yalta, e Krimea, en Impalaeriezh rus (hiriv en Ukraina). Dispartiañ a reas he zud, ha lakaet e voe e pañsion. Da 7 vloaz e ouie seniñ biolin.
Kaset e voe he ziegezh kuit eus Yalta gant ar pogromoù ha repu a gavas e Montreux e Suis, ma tigoras he zad ur stal-apotiker. Deskiñ a reas galleg hag alamaneg, ouzhpenn ruseg. Addimeziñ a reas he zad, met diaes e oa an darempredoù etre Alla hag he lezvamm. Stagañ a reas gant an dañs klasel. Rediet e voe gant he zad da gemer un anv-leurenn, ha dibab a reas bezañ Alla Nazimova, Alla ar berranv diwar Adelaida roet gant he mamm, ha Nazimova diwar penntudenn ur romant rusek, Bugale ar Straedoù .
Mont a reas da Voskov, ha hi krennardez, hag eno e reas a bep seurt micherioù, ha gasterezh zoken, ha da 17 vloaz e teuas a-benn da vont e-barzh skol-c'hoariva Constantin Stanislavski, hini an naturelourien, an hini vrudetañ e Rusia en amzer-se. Eno e teskas ar vicher a aktourez hag a leurennerez, ar c'hinklañ-leurennoù, ar gwiskañ aktourien, ar sklêrijennañ. En em gavout a reas gant Anton Tchekhov, orgediñ outañ, ha dimeziñ koulskoude gant ar studier Sergey Golovin en 1899. Adalek 1903 e oa brudet e Moskov ha Sant Petersburg. Brudet e oa ar pezhioù a c'hoarie, skrivet gant Tchekhov ha Henrik Ibsen, ha brudet e oa he doare da c'hoari e Rusia koulz hag en Europa. Kuitaat a reas he gwaz ha tec'hel eus Rusia, evel kalz a arzourien.
Gant bagad-aktourien Stanislavski e veajas dre Europa, e c'hoarias e Londrez ha Berlin gant he serc'h, an aktour Pavel Orlenev.

E SUA[kemmañ]

En 1905 e tegouezhas gant he bagad e SUA ha savet e voe ur c'hoariva rusek eno, el Lower East Side. Ne reas ket berzh avat, Orlenev a zistroas da Rusia tra ma chomas Nazimova e New York.

Deskiñ a reas saozneg en ur ober 4 miz. E Broadway, e teuas da vezañ aktourez muiañ-istimet Charles Frohman, unan eus oberourien brudetañ ar mare. Dre ma komze un toullad mat a yezhoù e c'halle c'hoari en o yezh evit an divroidi, ma vame speredoù uhel Evrog Nevez ouzh an aktourez liesyezhek a oa anezhi.
Ur steredenn e bed ar c'hoariva eo Alla, gounit a ra arc'hant a-vernioù, ha brudañ a ra pezhioù nevez ha mennozhioù modern ma tifenn dieubidigezh ar maouezed.


He c'harantezioù[kemmañ]

Mercedes de Acosta (1893-1968), skrivagnerez stadunanat.
Anna May Wong, e 1939

Brudet eo Nazimova ivez abalamour d'he c'harantezioù lesbian. E-touez he c'hariadezed e oa an aktourez Tallulah Bankhead. En 1916 e teuas da vout serc'h ar skrivagnerez Mercedes de Acosta (1893-1968). Met brud fall zo war ar c'harantezioù heñvelrevat e SUA puritan. Evit kaout peoc'h e timezas d'an aktour heñvelrevat saoz Charles Bryant a c'hoario ganti e meur a film evit ar Metro-Goldwyn-Mayer.
Sachet e oa bet selloù tud Hollywood war brud an aktourez c'hoariva. E 1916 e teuas a-benn ar gompagnunezh Metro-Goldwyn-Mayer d'he lakaat da sinañ ur gevrat ganti: diwar neuze e vije paeet 13 000 dollar ar sizhun. Berzh bras-kenañ a reas he film kentañ.

Berzh a reas he film kentañ, War Brides, e 1915, ma teuas da vout unan eus brasañ steredennoù an MGM a reas 11 film ganti en ur ober tri bloaz. Perzh a gemere a-dost e skrivañ, sevel hag aozañ he filmoù. Lakaat a reas sevel ur pikol kenkiz en niverenn 8080, Sunset Boulevard, e Los Angeles, The Garden of Alla. Brudet e vo an ti abalamour d'ar festoù ha banvezioù diroll ma'n em gavo an holl re a glaske tec'hel a-zirak selloù an dud strizh o spered pe o buhezegezh.
E-kerzh unan eus an nozvezhioù-se e teuas ur serc'h dezhi, Jean Acker, da ginnig he gwaz dezhi: Rudolph Valentino an hini e oa. Da gentañ e kave da Nazimova ne oa mann nemet ur merc'hetaer saloñsoù. Met pa welas pegen brav e oa deuet gantañ er film The Four Horsemen of the Apocalypse e 1921 (sevenet gant Rex Ingram, diwar romant Blasco Ibañez) e komprenas e oa danvez un aktour eus ar c'hentañ troc'h ennañ. Kavout a reas dezhi ne oa ket gwelloc'h evitañ da c'hoari ganti e-barzh Camille, diwar La Dame aux camélias. Gantañ e c'hovelias ar « gwaz nevez » ha ne oa e wrizioù e perzhioù boas ar baotred pa n'en doa ket aon da ziskouez e wregelezh. Ar c'hentañ gwaz stummet hervez c'hoant ur vaouez e vo. Hi an hini a roas brud d'ur vojenn Valentino a vo en he bleuñv er bloaz goude er film Le Cheik.
Goude lakaet Valentino da latin-lover, e kuitaas Nazimova an MGM evit aozañ Salomé, pezh Oscar Wilde. Met ar film film, re nevez ha diaes e zoare, e-lec'h ma tañse ivez, ne ra ket berzh, ha rivinet e voe Nazimova. A zo gwashoc'h, krog e oa ar c'hompagnunezhioù bras d'ober fae warni abalamour m'he doa klasket ober ur film hec'h-unan, hag ivez dre ma oa brud fall war ar c'harantezioù lesbian diskouezet splann er filmoù. Neuze e klaskas en em lazhañ. C'hwitet ganti he zaol, setu-hi adkrog gant ar c'hoariva. Laeret e voe gant ur serc'h nevez, ma rankas gwerzhañ he c'henkiz.

Dimezioù ha bugale[kemmañ]

E 1899 e timezas da Sergey Golovin, un aktour evelti. Met un eured dre anv ne oa ken, ha ne voe ket torret an dimeziñ, daoust da bep tra. E Rusia, a-raok kuitaat ar vro e 1905, e c'hallfe bezañ ganet ur bugel. N'ouzer ket piv e oa an tad, pe he gwaz Golovin pe he serc'h Orlenev.
Etre 1912 ha 1925 e vevas er briedelezh war baper gant an aktour Charles Bryant (1879–1948).

Merc'heta[kemmañ]

Etre 1917 ha 1922 hedeus bet Nazimova kalzik a levezon hag a c'halloud en Hollywood.

Eus 1929 betek he marv e 1945 e vevas Nazimova gant Glesca Marshall .

E SUA[kemmañ]

En 1921, e oa deuet Nazimova da vout mignonez da'n aktourez Edith Luckett ha d'he fried, Dr. Loyal Davis, ha kemeret e voe da vaeronez da Nancy Davis Reagan, merc'h da Luckettha d'ur pried dezhi a-raok.

E 1927 e teuas da vout Stadunanadez.

Goude 1940[kemmañ]

Goude 1940 e voe gwelet c'hoazh en un nebeud filmoù, evel Blood and Sand, diwar ar romant spagnolek Arenas y Sangre, gant Blasco Ibañez. Skrivañ a reas hec'h eñvorennoù ha mervel en 1945 da 66 vloaz.

He filmoù[kemmañ]

'War Brides (1916)
Revelation (1918)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]