Andros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec’h emañ Andros

Andros (Άνδρος e gresianeg) zo un enezenn eus Gres, e Mor Egea, etre Euboia, un dek kilometr bennak er biz,ha Tinos, 3 km er c’hreisteiz.

En em astenn a ra war ur gorread a 380 km², gant un 40 km bennak a hed ha betek 16 km a led. Meneziek eo an enezenn met frouezhus eo an douar en traoñiennoù. Andros, pe Khora, eo ar gêr-benn, war aod ar reter. 10 009 a dud a oa o vevañ en enezenn, hervez niveradeg poblañs 2001. Gwechall e oa kalz muioc’h a dud o vevañ enni : 18 000 a dud a oa e 1900.

Gwel war Khora, kêr-benn an enezenn