Ambroaz Milano
Aurelius Ambrosius pe Ambroaz Milano (340-397), a oa eskob Mediolanum (Milano hiziv) adal 374 betek 397, bloavezh e varv, hag unan eus Tadoù an Iliz latin, pe Doktored an Iliz. Brudet eo evel skrivagner, barzh, lenner oberennoù Cicero ha re an Tadoù gresian, a adkemeras o doareoù da jubenniñ an alegoriennoù.
[kemmañ] Istor
Ganet e vije Ambrosius e Trier en 340. Mab e oa da Ambrosius, prefed Roma. Uhelgargiad e teuas da vout ivez e melestradurezh an impalaeriezh roman gant mab henañ Constantin
Anvet e voe da eskob gant ar bobl daoust m'edo c'hoazh e-touez ar gatekizidi. E helavarded a lakaas neuze e servij an Aviel. Prederiet e oa gant aozidigezh al liderezh kristen, ar werc'hted kensakret, ar reizhded war an dachenn sokial, ha gant frankiz an Iliz e-tal galloud an impalaer.
Stourm a reas ouzh an arianegezh. Kenderv e oa d'ar senedour Quintus Aurelius Symmaque, prefed Roma. Enep dezhañ e skrivas Ambroaz da zifenn ar gristeniezh pa fellas d'ar prefed adsevel an Aoter da Victoria
Lidet e vez evel sant d'ar 7 a viz Kerzu.
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Lennadurezh
- Paulin de Milan, Vie d'Ambroise.
- H. Savon, Ambroise de Milan (340-397), Desclée, Paris, 1997.