Aleksandr Afanasyev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aleksandr Afanasyev

Aleksandr Nikolayevitch Afanasyev (Александр Николаевич Афанасьев e ruseg) (Bogoutchar, 23 a viz Gouhere[1] 1826 - Moskou, 5 a viz Here[2] 1871) zo ur folklorour rus, dastumer kontadennoù hag embanner an dastumadoù kontadennoù rusek.

Dastumet en deus c'hwec'h kant kontadenn, muioc'h eget n'eus forzh piv all, goude ma ne oa ket e-unan oc'h ober al labour moarvat[3]. Eizh levrenn an dastumad kentañ a deuas e-maez entre 1855 ha 1867, ha keñveriet eo bet ouzh ar vreudeur Jacob ha Wilhelm Grimm.


Kalz eus ar c'hontadennoù rus brudet er bed a deu eus e zastumad (Ar Mell Irvinenn, Macha hag an Arzh, Baba Yaga).

Notennoù[kemmañ]

  1. 11 a viz Gouhere en deiziadur juluan.
  2. 23 a viz Gwengolo en deiziadur juluan
  3. Riordan (2003), p. 221.