Baba Yaga

Eus Wikipedia

Baba Yaga hag he lochenn
Ivan Bilibin, e Vasilisa Goant (1899)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Baba Yaga (Баба-Яга e ruseg, Baba Jaga e poloneg) zo ur sorserez hag a gaver e meur a gontadenn slav, rusek, bulgarek, polonek, evel e Vasilisa Goant.

Sorserez eo Baba Yaga, hag ur c'har dezhi hepken, ha lesanvet « Baba Yaga Gar Askorn » (Костяная Нога e ruseg), o chom en ul lochenn savet war pavioù yar, hep dor na prenestr, e penn pellañ ar c'hoad don. Mouchouer ebet ne vez ganti war he fenn, pezh a oa dizereat e kevredigezh ar goueriaded rus.