Alcyon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Alcyon a oa un embregerezh c'hall hag a rae marc'hoù-houarn, marc'hoù-tan ha kirri-tan. Krouet e oa bet e Neuilly-sur-Seine (Hauts-de-Seine a-vremañ) e 1902 gant Edmond Gentil goude ur sach-blev gant Eugène Peugeot. Deuet e oa da vezañ ur skipailh gall a-vicher marc'h-houarn war hent e 1906.

Gounezet en devoa pevar Zro Bro-C'hall diouzh renk :

Tri zrec'h all goude ar Brezel-bed kentañ :

a-raok ma oa bet redet an Dro dre skipailhoù broadel.

War-lerc'h an Eil Brezel-bed e oa bet adkavet ar merk Alcyon er skipailhoù Alcyon-BP (1946-1949) hag Alcyon-Dunlop (1950-1954) peurgetket.

E 1962 e oa aet ar skipailh Alcyon da get. En holl e oa bet gounezet 14 Tro Bro-C'hall, 12 redadeg Pariz-Roubaix ha 13 redadeg Bourdel-Pariz gant rederien hag a rae gant ur marc'h-houarn Alcyon...