Al Labourioù hag an Deizioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Engravadur evit levrenn gentañ Metamorfozoù Ovidius, savet diwar mojenn ar gouennoù dispaket gant Hesiodos e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù, seizh kant vloaz a-raok

Al Labourioù hag an Deizioù (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / Érga kaì Hêmérai e gregach) zo ur varzhoneg gant Hesiodos skrivet en heksametroù daktilek e dibenn an VIIIvet kantved a-raok J.-K.

Enni e kont an oberour

Taolennet eo al labour-douar e douaroù sec'h e vro c'henidik, ha reiñ a ra un deizadur resis eus bloavezh ur gounideg en ur reiñ kuzulioù diwar-bouez ar vicher: binvioù, ober war-dro al loened, hadañ ha mediñ, hag all.

Ur rann diwar-benn ar goañv kriz ha kalet e menezioù Hellaz a zo eus ar c'hentañ. E dibenn ar skrid e tiougan e ra berzh an den a justis, tra ma koll pep tra an den a zreistmuzul. Diouganer ar ouenn houarn eo Hesiodos, an hini a deu war-lerc'h gouenn an Harozed.

Dre deir gwech e kaver ur munudig diwar-benn buhez an oberour.


Liamm diavaez[kemmañ]