Eostig
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Un eostig kuzh
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Passeriformes | ||||
| Kerentiad : | Muscicapidae | ||||
| Genad : | Luscinia | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Luscinia megarhynchos Brehm, 1831 |
|||||
|
|||||
An eostig, pe eostig kuzh, a zo ul labous plijus e gan hag a vez klevet diouzh an noz ha diouzh an deiz. Neizhañ a ra e-barzh ar c'hoadoù, tost d'an dour, met kavet e vez ivez e-barzh al liorzhoù, ar bodoù-gwez, ar gwerjeoù.
Taolenn |
Neuz [kemmañ]
Etre 22 ha 24 cm eo e hed-eskell, ha war-dro 16 cm e uhelder ; etre 18 ha 27 g e bouez. Gell eo e blu ha hir e zaoubav.
Bevidigezh [kemmañ]
Gant bizoù, kevnid pe amprevaned en em voueta.
Annez [kemmañ]
Degouezhout a ra etre miz Mae ha Mezheven. Neizh an eostig n'eo ket gwall gempenn, hag izel (30 cm a-zioc'h an douar) pe zoken a-rez al leur. Damc'hlas eo ar pevar pe bemp vi dozvet gant ar barez. War-dro 14 deiz e pad ar goradur. Etre 11 ha 12 deiz e pad an dishualerezh hag an nij a heuilh nebeut goude. An neizherezh kentañ a zegouezh e-pad an nevez-amzer war-lerc'h. Betek 6 vloaz e vev an eostiged.
Divroadeg [kemmañ]
E miz Gwengolo e tivro an eostig etrezek Afrika, er c'hreisteiz d'ar Sahara, o tremen dre strizh-mor Gibraltar.
Arouezioù [kemmañ]
Hervez an hengoun e vez roet da c'houzout gant an eostig eo deuet an nevez-amzer. Labous miz Mae eo eñ, met arouez ar garantez eo an eostig dreist pep tra.
Spesadoù all [kemmañ]
Meur a evned all eus ar c'herentiad Muscicapidae zo anvet eostiged :
- an eostig divgazel ruz (Tarsiger cyanurus)
- an eostig glas (Luscinia cyane)
- an eostig-Rusia (Luscinia luscinia)
- eostig an taiga (Luscinia calliope)
- an eostig bailh (Phoenicurus phoenicurus)
Gwelet ivez [kemmañ]
Lavaredoù [kemmañ]
- An troienn seder evel un eostig, kanañ evel un eostig.