Ajaed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur bobl eus Benin (Dahomey gwechall) eo an Ajaed .

Diouzh an hengoun [1] e vije divroet an Ajaed eus Tado war ribl ar stêr Mono da Su Benin en XIIvet pe XIIIvet kantved. Tri breur, Kokpon, Do-Aklin, ha Te-Agdanlin, a vije bet oc'h en em gannañ e deroù ar XVIIvet kantved evit ren ar rouantelezh a voe rannet etrezo o-zri. Kokpon a gemeras penn ar geoded vleunius bennañ a oa eus Ardra vras (Adlada). Do-Aklin a savas kêr Abomey ha Te-Agdanlin Adra Vihan, anavezet ivez dindan an anv Ajatche ha Porto Novo gant ar genwerzhourien bortugalat.

An Ajaed-se a veve en Abomey a gemmeskas gant meuriad ar vro. Diwar-se ar meskaj-se eo ganet u rbobl nevez a reer Foned anezho, pe kenel eus Dahomey. Ar stollad brasañ e Benin eo ar genel-se bremañ. Diouzh ur vammen all [2] e vije bet renet Dahomey (Benin) gant an Ajaed betek 1893, pa oant bet aloubet gant ar Frañsizien. Hiziv an deiz ez eus war-dro 500 000 Aja o vevañ er c’horn-bro, a-ramp war an harzoù etre Benin ha Togo en un takad hanter-kant kilometr hed ha daou gilometr ha tregont led.

Komz a ra an Ajaed ur yezh a vez graet Ajaeg anezhi; 1,5% eus an dud-se hepken a oar lenn ha skrivañ o yezh-vamm. Diouzh ur vammenn e vije bet krouet ar relijion vodou gant an Ajaed. Teir rannyezh zo : Tagobeeg (e Togo hepken), Dogobeg (e Benin hepken), hag Hwegbeg (en div vro). Divyezhek eo an dud dre vras, Eweeg ha galleg.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all