Air guitar
Playing air guitar a vez lavaret e saozneg pa vez unan bennak oc'h ober van da seniñ gitar. Tud zo a gomz eus seniñ air guitar, diwar an dro-lavar saozneg.
Taolenn |
[kemmañ] Penaos e vez graet
Ar pep pouezusañ eo bezañ hep gitar, hag ober van, gant an daouarn, gant ar genoù, an dremm hag ar c'horf penn-da-benn. N'eo ket peogwir n'eus gitar ebet etre an daouarn e ranker chom didrouz: dreveziñ son ar gitar a c'haller.
Un doare farserezh e vez peurliesañ gant an dud a selaou sonerezh. Un doare d'en em zerc'hel ivez evit an dud, paotred peurvuiañ, ha n'ouzont ket pe ne gredont ket dañsal. E strolladoù-sonerien zo e weler ar c'haner o seniñ "air guitar" a-wechoù, tra m'emañ ar gitarer o seniñ da vat.
[kemmañ] Istor
Kentañ hini a voe brudet o seniñ gitar hep gitar a voe ar c'haner saoz Joe Cocker o kanañ e Woodstock e 1969. Abaoe un nebeud bloavezhioù e weler kenskrivadegoù "air guitar", hag ur c'hamponiad-bed zoken.
Ar c'henstrivadegoù air guitar-se o deus awenet krouerien ar c'henstrivadegoù "air binioù" e Breizh.
[kemmañ] Farserezh
Dre fent a-wechoù e komzer eus prenañ pe gwerzhañ un air guitar e saozneg, evel pa vijent gitaroù dre aer, evel ma'z eus gitaroù tredan, evel pa vije anezho. Kinniget ez eus bet d'an dud seurt gitaroù da werzhañ er Genrouedad. [1]Ar priz n'eo ket uhel marteze, met re ger eo c'hoazh.
[kemmañ] Sant Brieg
Ur genstrivadeg air guitar a oa bet graet e miz Mae 2010 e-kerzh ar festival Art Rock e Sant-Brieg. Ur plac'h zo bet trec'h ha n'eo ket ur maout zo aet ganti met ur gitar ... hag ar gwir da gemer perzh en ur genstrivadeg etrevroadel e Finland.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (fr) Fédération Internationale d'Air Guitar, skourr belgiat.
- (fr) Fédération Internationale d'Air Guitar, skourr gall
- (de) German Air Guitar Federation, skourr alaman