Air guitar
Playing air guitar a vez lavaret e saozneg pa vez unan bennak oc'h ober van da seniñ gitar. Brezhonegerien zo a gomz eus seniñ aer gitar', diwar an dro-lavar saoznek.
Doare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pep pouezusañ eo bezañ hep gitar, hag ober van, gant an daouarn, ar genoù, an dremm hag ar c'horf penn-da-benn. Petra bennak ma n'eus gitar ebet etre daouarn an dud n'eo ket ret dezho chom didrouz : dreveziñ son ar gitar a c'haller.
Un doare farserezh e vez peurliesañ gant an dud a selaou sonerezh. Un doare d'en em zerc'hel ivez evit an dud, paotred peurvuiañ, ha n'ouzont ket pe ne gredont ket dañsal. E strolladoù-sonerien zo e weler ar c'haner o "seniñ" air guitar a-wechoù, tra m'emañ ar gitarer o seniñ da vat.
Kentañ hini a voe brudet o seniñ gitar hep gitar a voe ar c'haner saoz Joe Cocker o kanañ e Woodstock e 1969.
Abaoe un nebeud bloavezhioù e weler kenskrivadegoù air guitar, hag ur c'hamponiad-bed zoken.
Ar c'henstrivadegoù air guitar-se o deus awenet krouerien ar c'henstrivadegoù "air binioù" e Breizh.
Dre fent a-wechoù e komzer eus prenañ pe gwerzhañ un air guitar e saozneg, evel pa vijent gitaroù dre aer, evel ma'z eus gitaroù tredan, evel pa vije anezho. Kinniget ez eus bet d'an dud seurt gitaroù da werzhañ er Genrouedad. Ar priz n'eo ket uhel marteze, met re ger eo c'hoazh.
Ur genstrivadeg air guitar a oa bet graet e miz Mae 2010 e-kerzh ar festival Art Rock e Sant-Brieg. Ur plac'h zo bet trec'h ha n'eo ket ur maout zo aet ganti met ur gitar... hag ar gwir da gemer perzh en ur genstrivadeg etrebroadel e Finland.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Fédération Internationale d'Air Guitar, skourr belgiat.
- (de) German Air Guitar Federation, skourr alaman