Agnes Roma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Agnes zo ivez.
Santez Agnes, poltredet gant Domenichino

Santez Agnes Roma, pe Santez Oanez, a oa ur verzherez kristen, lakaet d'ar marv en amzer an impalaer Diocletianus, war-dro 304.

Lidet e vez d'an 21 a viz Genver. Lakaet eo bet da santez paeronez al liorzherien, ar plac'hed, ar gwerc'hezed, ar maouezed gwallet.

poltredet e vez gant un oan gwenn, palmez ar verzherinti, ur barr olivez, ur c'hleze pe ur gontell pe un tantad. Dont a ra hec'h anv eus ar ger gregach Agnos, a dalv kement ha glan.

Lennegezh[kemmañ]

Santa Inés, gant Francesco Guarino (1611–1654) . 1650
  • Er varzhoneg saoznek "The Eve of Saint Agnes", gant ar barzh John Keats, ez eus kaoz eus un dreuzkredenn a lakae ar merc'hed yaouank da glask gouzout da biv e timezjent ha d'ober lidoù d'ar santez en nozvezh a-raok gouel ar santez, da noz an 21 a viz Genver.

Skeudennoù[kemmañ]