Adelbert von Chamisso

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Adelbert von Chamisso.

Ur barzh hag ul louzawour eo Adelbert von Chamisso, bet ganet gall dindan an anv a Louis Charles Adelaïde de Chamissot, e kastell Boncourt (Bro-Champagn) d’an 30 a viz Genver 1781 ha marvet d’an 21 a viz Eost 1838 e Berlin (Prusia).

Buhez[kemmañ]

Evel kalz tud a noblañs e tivizas e dud Louis Marie, Comte de Chamissot hag e wreg Marie Anne, tec’hout kuit eus Bro-C’hall pa darzhas an Dispac’h. Kavout a rejont bod e Liège, Den Haag, Düsseldorf, Bayreuth, a-raok annezañ e Berlin, kêrbenn Rouaned Prusia.

E 1796 e oa aet Chamisso yaouank da floc’h e lez ar Rouanez Frederika-Loeiza. Daou vloaz war-lerc’h e voe degemeret evel asagn en ur rejimant troadeien prusian.

Aotreet e voe e familh da vont da Vro-C’hall en-dro, met heptañ e reas. Mennet e oa Adelbert da chom e Berlin da servij an arme ha donaat e ouiziegezh eus yezh ha sevenadur Alamagn.

E 1803, gant Karl August Varnhagen von Ense (1785-1858), e savas ar gelaouenn Berliner. Musenalmanach hag ec’h embann enni e varzhonegoù kentañ. Freuz-stal a ra an daou zen siwazh ha paouez a reont ganti pa grog ar brezel e 1806. Brud en deus gounezet ar barzh yaouank avat e-touez an dud troet war al lennegezh.

Dont a ra da letanant an arme e 1801, hag e 1805, emañ e Hameln gant e rejimant.

Pa ranko arme Prusia kodianañ dirak Napoleon e 1806 e vo lezet da vont frank d’e vro c’henidik. Marvet e dud siwazh, n’en deus mui a liammoù gant Bro-C’hall.

Da goulz an diskar-amzer 1807 emañ e Berlin en-dro. Ar bloaz warlerc’h e ro e zilez eus an arme. Betek 1810 e krakvev en ur stad reuzeudik e kêr-benn Prusia, dilabour, digalonekaet ha dispi. Gant skoazell ur mignon kozh d'e familh e c’hell distreiñ da Vro-C’hall evit bezañ kelenner e Lise Napoléonville, e departamant ar Vande (hag a vo La Roche-sur-Yon war-lerc’h).

E-touez e vignoned tost emañ an Itron de Staël hag asambles ganti ez ay da gCoppet e Bro-Suis en harlu. « Gall on e Bro-Alamagn, Alaman e Bro-C’hall, katolik e-touez ar Brotestanted ha protestant gant ar Gatoliked, prederour o vezañ gant tud a relijion ha paterer gant an dud hep rakvarnioù, un Aotrou e-touez an dud desket ha savant gant ar re voutin, jakobin gant tud an noblañs hag e-touez an demokrated, un den-jentil, un den eus amzervezh ar Rouanelezh ; e pep lec’h ez on un estrañjour. Ar c’hoant start 'm eus da vriata an holl (anezho), ha pep tra o tiflipat. Maleürus on. » (1810)  : sed aze pezh a zisklêr Chamisso dezhi evit displegañ e stad hag e demz-spered. Un harluad eo bepred, ur foeter-bro a nac’h dalc’hmat an doare aezetañ da ren ur vuhez. E-pad an daou vloaz ma chomo e Suis e ouestlo e amzer da studi al louzawouriezh. E 1812 e tistro da vBerlin lec’h ma kendalc’h gant e enklaskoù skiantel. E-pad an hañv 1813 e skriv e bennoberenn Peter Schlemhil wundersame Geschichtel (troet gant Roparz Hemon e 1934 evit Gwalarn dindan an anv : An den a gollas e skeud), istor un Doktor Faust a-vremañ, kollet e skeud gantañ, kondaonet da foetañ-bro evit e gavout endro, tudenn-arouez an aozour neblec'h en e di. Ar ger Schlemhil a vez graet ganti e yiddisheg evit komz eus un den kollet ar chañs gantañ, met a dremen diouti.

« Evel kalz oberoù brudet, istor Peter Schlemhil a c’hell plijout war un dro d’ar re yaouank, na welont ennañ nemet un arridennad darvoudoù marzhus, ha d’ar re goshoc’h, a zo barrek da zivinout ster kevrinus ar ger skeud, ha da heul da veizañ mennad kuzh an danevell » a skrive Roparz Hemon e rakskrid embannadur Gwalarn e 1934.

E meur a yezh e vo troet an hir a zanevell-se, skrivet gant Chamisso evit diduiñ bugale e gamalad Ferdinand Hitzig (1807-1875).

E 1815 eo tutaet evel louzawour gant skipailh-ren al lestr rusian Rurik, en e benn ar c’habiten Otto von Kotzebue (1787-1846) mab ar skrivagner August von Kotzebue (1761-1819). Ur veaj skiantel a ray ar vag tro ar bed hag evit he zanevelliñ dre skrid eo implijet Chamisso. Dindan an anv Tagebuch [Deilevr] e vo embannet e 1821 notennoù pemdeziek Chamisso.

Pa zistro da Vro-Alamagn e 1818 e fizier ennañ ar post rener e jardin louzawouriezh Berlin. Degemeret eo en Akademiezh ar Skiantoù. Dimeziñ a ra e 1820 ha seizh mab en do.

Da 48 vloaz e krog Chamisso gant ar skrivañ barzhonegoù adarre. E 1829, gant skoazell Gustav Schwab (1792-1850), hag adalek 1832 gant Franz von Gaudy (1800-1840), e sav ar gelaouenn Deutsche Musenalmanach a varv da vev. Enni e vo embannet e varzhonegoù met testennoù a bep seurt ivez : louzawouriezh, yezhoniezh, romantoù. Berzh a reont en Alamagn a-bezh.

Liv an dristidigezh a vez diskoachet en e varzhonegoù dalc’hmat, awenet ma vezont gant hiraezh ar vro bell.

Dister a-walc’h eo oberenn skiantel Von Chamisso. Dav eo menegiñ Bemerkungen und Ansichten, a vo embannet evit un darn anezhañ e-barzh Entdeckungsreise savet gant Otto von Kotzebue (Weimar, 1821) hag en ur stumm klok Gesammelte Werke e 1836. Übersicht der nutzbarsten und schädlichsten Gewächse in Norddeutschland (1829) zo un oberenn prizius avat evit he ferzh-mat. E bennoberenn, savet a-gevret gant Diederich Franz Leonhard von Schlechtendal (1794-1866), eo deskrivañ gwez pennañ Bro-Mec’hiko (1830-1831).

Brudet ken-ken eo an dastumadenn barzhonegoù anvet Frauenliebe und leben [Karantez ha buhez ar vaouez] (1830), lakaet e sonerezh gant Robert Schumann. Dav eo menegiñ Schloss Boncourt ha Salas y Gomez. Ha pa reer kaoz eus e skridoù e ranker derc’hel e soñj ne oa ket alamaneg e yezh vamm.

Teñval e vez alies awalc’h danvez e skridoù. El laouenañ ha skañvañ oberennoù zoken e santeer an tristidigezh pe ar flemmgan dlac’hmat. Pleustriñ war trivliadoù Mab-den, evel ar garantez pe an dial, e plij dezhañ ober. Die Löwenbraut zo skouer e nerzh hag e iskisted pe Vergeltung evit spisted e zoare-skrivañ. Kentañ embannadur ec’h oberenn glok zo bet embannet e stumm c’hwec’h levrenn e 1836 gant Julius Eduard Hitzig (1780-1849). E 1881 ez eus bet embannet ur vuhezskrid skrivet gant Hitzig, Leben und Briefe von Adelbert von Chamisso.

Roet e vez bep bloaz abaoe 1985 ar Priz Adalbert von Chamisso d’ur skrivagner ha n’eo ket alamaneg e yezh vamm evit bezañ savet er yezh-se un oberenn dre skrid. Gant Akademiezh Arzoù-Kaer Bavaria e vez profet.

Labour[kemmañ]

  • Adelberts Fabel - 1806
  • Fortunati Glückseckel und Wunschhütlein - 1806
  • Peter Schlemihls wundersame Geschichte - Nürnberg 1814
  • Bemerkungen und Ansichten einer Entdeckungsreise - 1821
  • Salas y Gomez - 1829
  • Frauen-Liebe und Leben, Liederzyklus - Berlin 1830
  • Gedichte - Leipzig 1831
  • Hrsg. Der deutsche Musenalmanach - abaoe 1832 (gant Gustav Schwab)
  • Reise um die Welt in den Jahren 1815-1818 (Deizlevr)- 1836
  • Über die Hawai'sche Sprache - 1837

E brezhoneg[kemmañ]

  • An den a gollas e skeud (troidigezh gant Roparz Hemon) in Gwalarn nn 73 (Kerzu 1934)
  • An den a gollas e skeud (troidigezh gant Roparz Hemon) in Danevelloù troet gant R. Hemon II (Mouladurioù Hor Yezh, 1992)