Abhishek Bachchan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Abhishek Bachchan a zo un aktour sinema eus India, ganet d’ar 5 a viz C’hwevrer 1976 e Mumbai. Mab eo da zaou aktour brudet, Amitabh Bachchan ha Jaya Bachchan.

Abhishek Bachchan en IIFA Awards 2007.

Studioù en deus graet, en India hag en estrenvro. Paouezet en deus gant e studioù evit mont da aktour. Abaoe 2007 eo dimezet gant an aktourez Aishwarya Rai

Dre ma oa mab d’un aktour hollvrudet n’eo ket bet re ziaes da Abishek Bachchan stagañ gant e vicher. C’hoari mat a reas e-barzh Refugee, e film kentañ, e 2000. Goude se e voe kinniget dezhañ c’hoari e meur a film all. Abalamour d’e roll e Yuva e voe garedonet evit ar wech kentañ (Filmfare Award), e 2004.

E filmoù[kemmañ]