Abdülhamit I
Abdülhamit I, ganet d'an 20 a viz Meurzh 1725, a voe 27vet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Ahmet III ha breur Mustafa III.
Ren a reas eus 1774 betek 1789.
Ren [kemmañ]
Pa bignas Abdülhamit I war an tron e rene c'hoazh ar brezel kroget e 1768 ouzh ar Rused. Ar peoc'h a voe sinet d'an 21 a viz Gouere 1774 (feur-emglev Küçük Kaynarca). Diwar ar brezel-se e kollas an impalaeriezh otoman Krimea. En istor an impalaeriezh e oa ar wech kentañ e veze kollet ur vro annezet penn-da-benn gant Turked ha Muzulmaned, ha ne oa ket ar mor Du ul lenn turk ken. Ouzhpenn da se e voe roet aotre hiviziken da lestraz kenwerzhel Rusia tremen dre ar Bosfor.
Brezel a voe disklêriet adarre ouzh Rusia, skoazellet gant Aostria, e 1787. D'ar 17 a viz Kerzu 1788 e voe lazhadeget holl annezidi Özü (Ochakov) gant ar Rused.
Mervel a reas Abdülhamit I d'ar 7 a viz Ebrel 1789. war e lerc'h e renas Selim III.
| En e raok: Mustafa III |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1774 – 1789 |
War e lerc'h: Selim III |