Ahmet III

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ahmet III, gant John Young, 1815

Ahmet III, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1673, a voe sultan an impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Mehmet IV ha da Emetullah Rabia Gülnuş Sultan ha breur Mustafa II.

Kregiñ a reas da ren d'an 22 a viz Eost 1703, pa voe skarzhet e vreur diouzh an tron.

Ren[kemmañ]

Brezel Prout[kemmañ]

Disklêriet e voe ar brezel etre Rusia hag an impalaeriezh otoman e 1711.

Renet e oa 100.000 soudard al lu otoman gant ar vizir bras Baltacı Mehmet Pacha. Gant sikour lu Krimea e c'hronnjont ar Rused e Valakia, war bord ar stêr Prout, ha trec'hiñ anezho.

D'an 21 a viz Gouere 1711 e voe sinet ar peoc'h gant feur-emglev Prout. Gant ar feur-emglev-se e tistroe kreñvlec'h Azak d'an Otomaned ha laosket Karl XII, roue Sveden en harlu en impalaeriezh otoman abaoe 1709, da zistreiñ d'e vro.

Da heul an trec'h-se e voe ivez adtapet Mora digant Venezia d'an 22 a viz Eost 1715.

Feur-emglev Pasaroftcha[kemmañ]

Diwar aloubidigezh Mora e krogas ar brezel etre Aostria hag an Otomaned en-dro.

Ar wech-mañ eo an Otomaned a voe trec'het ha da heul feur-emglev Pasaroftcha (1 a viz Gouere 1718) e kolljont Belgrad hag ul lodenn eus Serbia ouzh Aostria hag aodoù Albania, Bosnia ha Dalmatia ouzh Venezia.

Marevezh an tulipez[kemmañ]

Graet e vez marevezh an tulipez eus an 12 vloaz, etre 1718 ha 1730, ma vleunias ar sevenadur, al lennegezh hag an arzoù en impalaerezh.

E-pad ar prantad peoc'h-se e voe digoret ar voullerezh kentañ gant Ibrahim Müteferrika ha kannadourien a voe kaset da Europa evit ar wech kentañ.

Emsavadeg Patrona Halil[kemmañ]

Daoust d'ar prantad a beoc'h e tiwanas un emsavadeg, renet gant Patrona Halil ha Yenitcheried heuget gant ar pompus ha koustus e oa deuet lez an Otomaned da vezañ.

D'an 1 a viz Here 1730 e voe skarzhet Ahmet III diouzh an tron ha lakaet e niz Mahmut da ren.

Mervel a reas Ahmet d'an 1 a viz Gouere 1736.




En e raok:
Mustafa II
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
17031730
War e lerc'h:
Mahmut I