Oan
Neuz
Un oan eo an anv a vez graet eus un dañvad bihan, ganet eus un dañvadez hag ur maout. Savet e vez an ein evit o c'hig.
Kegin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kig tener eo ar c'hig oan ha mat e vez kavet gant ar begoù lipous.
Oangen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oangen a vez lavaret eus kroc'hen an ein.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouez an douster, ar furnez, hag ar sentidigezh eo an oan. Hini ar gouzañverien eo ivez, dre ma'z eo dizifenn a-grenn. Gant-se e vez aberzhet alies hervez c'hoantoù an dud, pe ezhommoù al loened-preizh.
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aberzhet e veze ein du da zoueed an avelioù gant moraerien an Henamzer.
- En Islam e vez dic'houzouget un oan (dizonet) da lidañ an Aid.
- Ul loen glan eo an oan hervez ar relijion yuzev, ma c'haller en debriñ.
- Oan Doue, a zilam pec'hed ar bed, a vez kanet en oferenn gatolik. Jezuz eo an oan a voe aberzhet, hervez ar gredenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dous, fur, reizh, evel un oan.
- Ma oanig, a lavarer a-wechoù d'ur bugel karet.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv a vez eus an oan evel boued d' ar bleiz er fablennoù.
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn mojenn an oan alaouret, lenn Atreüs
- An anv-badez Oanez, diwar Agnes.
- An agnolotti zo ur meuz eus Piemonte, a denn da skouarnioù ein.