Logodenn
Neuz
(Adkaset eus Logod)
- Evit implijoù all, gwelet Logodenn (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
Logodenn voutin
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Rodentia | ||
Kerentiad : | Muridae | ||
Genad : | Mus | ||
Anv skiantel | |||
Mus musculus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Al logod a zo bronneged krigner renket er genad Mus. Droukvesket e vezont gant ar razhed a-wechoù.
Hollegezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet eo mat-tre al logod a gaver en tiez, ar Mus musculus. En holl vroioù pe dost e vevont.
Implijet e vezont er vevoniezh evel patrom korfoù ar bronneged. Maget ha doñvaet e vezont gant lod tud ivez.
E Stadoù-Unanet Amerika e kaver logod o zreid gwenn (Peromyscus leucopus) ha logod-yourc'h (Peromyscus maniculatus) a c'hell ober o annez en tiez ivez. "Kengouvidi mab-den" a reer eus ar spesadoù-se.
Kemmesk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies e vez graet « logod » eus krignerien vihan all ha n'int ket eus ar genad Mus (muenned, morzigelled hag all). Kemmesk a c'hall c'hoarvezout ivez gant loened bihan ha n'int ket krignerien zoken, evel an tunig, ar minelled pe ar minoc'hed.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An anv-stroll eo "logod" ; "logodenn" eo an unanderenn.
- Ur ger karantezus eo logodenn, hag a vez lavaret d'ar vugale : Ma logodenn(ig) !