Mont d’an endalc’had

Baionetez

Eus Wikipedia
baionetez
Arm yen, rummad implij un arm
Iskevrennad eusArm-fust Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet17. century Kemmañ
Kod MCN9307.00.00 Kemmañ
Stumm brudet ar vaionetez eus an XIXvet kantved

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Baionetez[1], pe kleze-fuzuilh[2], a reer eus un arm-entok a vez staget ouzh kanol ur fuzuilh pe ouzh un arm damheñvel evit kaout nerzh tagañ ouzhpenn da hini an arm-tan evit ar stourm a-dost. Implijet-bras e oa bet dreist-holl da vare ar fuzuilhoù untenn pe tenn-ha-tenn. Ral eo e implij hiziv an deiz. Ar vaionetez zo deuet da vezañ muioc'h-mui un doare kinkladur evit an dibunadegoù.

An anv baionetez evit an arm-se zo deuet diwar ar galleg baïonnette (1575) eus anv Baiona, ur gêr en Norzh-Euskadi ma voe fardet ar baionetezoù kentañ er XVIvet kantved.[3]

Un arm didalvoud ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog e oa dija ar vaionetez da vezañ un arm tost didalvoud abaoe an XIXvet kantved, dreist-holl abaoe brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865). Brasjediñ a reer e oa bet ar vaionetez orin nebeutoc'h evit 1% eus ar c'holloù denel war tachennoù emgann ar brezel-se. Gwelet eo evel unan eus merkoù donedigezh ar brezel arnevez.

Implij ar baionetezoù evit lakaat an enebourien da gilañ e-kerzh brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a c'hoarvezas aliezik met e-pad krogadoù bihan ha tostik-tost nemetken. Al lajad amzer efedusañ a oa pa veze an enebourien oc'h adkargañ o fuzuilhoù, ar pezh a gemere war-dro ur vunutenn memes evit soudarded gourdonet-mat. D'ar mare-se dija e weler e oa diamzeriet ar vaionetez dre ma oa nebeut a soudarded lazhet gant seurt armoù, pa veze gounezet krogadoù bihan pe tapet lec'hioù pouezus zoken. Un implij all d'ar mare-se a oa lakaat ar baionetezoù ouzh ar c'hanol evit lakaat ur barrad aon da sevel e-touez an enebourien pe evit kadarnaat ar soudarded digalonekaet.

Daoust da se e oa bet implijet ar baionetezioù e argadoù zo en XXvet kantved. An argad diwezhañ a seurt-se a-berzh arme Frañs a c'hoarvezas e miz Mae 1995, pa gargas Tokarnioù Glas gall war bont Vrbanja e Sarajevo (Bosnia-ha-Herzegovina) evit dieubiñ soudarded all a oa dalc'het gant an arme serbian.[4]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Istorel ar Brezhoneg ha Geriadur Ménard
  2. Geriadur brezhoneg an Here
  3. (fr) Hervez termenadur ar ger e geriadur Littré enlinenn (lennet d'an 31/01/2024)
  4. (fr) BAROTTE Nicolas, L'adieu aux armes du "soldat" Lecointre, war Le Figaro, 21/07/2021 (lennet d'an 31/01/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan