Mont d’an endalc’had

Amprevan

Eus Wikipedia
  • Evit ar ger kunujenniñ sellout ouzh kunujenn.
Amprevaned

Eristalinus taeniops
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An amprevaned zo loened divellkeinek eus skourrad an Artropoded, azonet gant ur c'horf rannet e tri fezh : ur penn div dastornell outañ, ur brusk c'hwec'h pav outañ, hag ur c'hof — ar c'hevnid n'int ket amprevaned eta.

En Devonian, war-dro 410 milion a vloavezhioù zo, e voe al loened c'hwec'hpavek kentañ ; er Glaouvezh (–360 m. a v.) e voe an amprevaned gwirion kentañ, en urzhadoù Hemiptera, Odonata, Orthoptera.

War-dro 5,5 milion a spesadoù amprevaned zo, da lavaret eo 70% eus ar spesadoù loened a zo war an Douar.
Ur milion hepken eus ar spesadoù amprevaned zo bet deskrivet gant ar skiantourien, pa 'z eus bet deskrivet 19 000 spesad pesked, 9 000 evn, 6 000 stlejvil, 4 500 bronneg ha 2 800 divelfenneg.

Rannet eo korf an amprevaned e teir lodenn goloet gant kitin : ar penn, ar brusk (pe toraks) hag ar c'hof (pe abdomen).

Tri re bavioù zo gant an amprevaned. En doare-se ez eus tu da verzout n'eo ket ar c'hevnid amprevaned met araknided.

Brastres ur c'holeopter
A : penn - B : brusk - C : kof

1 : tastornell - 2 : pezhioù ar genoù - 3 : muzell grec'h - 4 : pafalenn - 5 : clypeus - 6 : frons - 7 : vertex - 8 : scutum - 9 : scutellum - 10 : adeskell - 11 : terjit - 12 : toull-analat - 13,14,15 : pavioù

Reoliadur emvagañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo reoliadur-emvagañ an amprevaned :

...

Istor an amprevaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An amprevaned karrekaet koshañ adkavet a vefe eus marevezh an Devonian, da lâret eo war-dro 350 milion a vloavezhioù zo. Diaskell e oant.

Evit pezh a sell eus an amprevaned askellek koshañ adkavet e vefent bet karrekaet etre -325 ha -300 milion a vloavezhioù zo. Tennañ a raent d'an nadozioù-aer a-vremañ, gant un hed-eskell etre 40 ha 60 cm.

Studiet e vez an amprevaned gant an amprevanoniourien, hag an amprevanoniezh eo anv o skiant.

Debrerien-amprevaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Debret e vez an amprevaned gant meur a loen, en o zouez un urzhad bronneged a vez graet an amprevanetaerien anezho, evel

Estreget bronneged a zebr amprevaned avat: bez ez eus ivez

Apterygota

Monocondylia

Dicondylia

Pterygota
Paleoptera
Neoptera
Polyneoptera
Paraneoptera
Endopterygota (= Holometabola)
Neuropterida
Antliophora/Mecopteroidea
Amphiesmenoptera
  • Insektors, Fantôme, 1994

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (br) G. B. Kerverziou : Levr an amprevaned, skeudennoù gant Yann Berthou, Skridoù Breizh, Brest.
  • (en) Nigel E. Stork : How Many Species of Insect and Other Arthropods Are There on Earth?Annual Review of Entomology
  • (en) Bernhard Misof et al. : Phylogenomics resolves the timing and pattern of insect evolutionScience

Limmoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger amprevan er
wikeriadur, ar geriadur frank.