Kof (amprevaned)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Brastres ur c'holeopter
A:penn / B:brusk / C:kof

Kof un amprevan zo unan eus an teir lodenn a ya d'ober korf al loen, asambles gant ar penn hag ar brusk.

Morfologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

11 segmant, d'ar muiañ, a ya d'ober kof un amprevan. An telson, m'emañ ar fraezh eo an hini diwezhañ anezho.

War an 8vet segmant emañ toull-gouennañ ar parezed. Hini ar pared zo war an 9vet segmant.

An toulloù-analat zo war bep kostez an 8 segmant kentañ.

Pavioù faos a zeu war-wel war segmantoù ar c'hof e-pad diorroadur an amprevan. Chom a reont e stumm aspadennoù gant an apterigoted (amprevaned diaskell). Treiñ a reont da organoù liesseurt war segmantoù diwezhañ ar pterigoted (amprevaned askellek) : serkenn, gonopod...


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Michel Lamy : Les insectes et les hommes, emb. Albin Michel Sciences, 1997