Zurriola
Neuz
Zurriola eo anv ar reterañ eus an teir aod zo e kêr Donostia, kêrbenn Gipuzkoa en Euskal Herria.
Emañ etre aber ar stêr Urumea hag ar menez Uliamendi, hag 800 metrad hed zo dezhi.
A-raok 1994 e oa re greñv ar gwag, ha n'halled ket kouronkañ eno. Abaoe al labourioù e tered an dud a-vernioù.
Dont a ra tud di da surfiñ hag aotreet eo an dud da bourmen en o noazh abaoe 2004.
Dirazi emañ ar palez anvet Kursaal, ma c'hoarvez abadennoù meur kêr Donostia, ar festivaloù filmoù ha sonerezh.