Mont d’an endalc’had

Zofia Potocka

Eus Wikipedia
Zofia Clavone
Zofia Potocka

Zofia Clavone, pe Zofia Konstantinova Potocka Potocka (1760 —1822) a oa ul louvigez c'hresian, sklavez, spierez hag a deuas da vout pried Stanisław Szczęsny Potocki. Brudet e oa en hec'h amzer abalamour d'he buhez skrijus, d'he c'harantezioù ha d'he serc'heg Grigory Potyomkin.

Ganet e oa Zofia Clavone e Bursa, merc'h da Konstantin ha Maria Clavone. He mamm a werzhe legumaj, hag a werzhas he merc'h e 1772 e Konstantinopolis, pa ne oa nemet 12 vloaz ar plac'hig, da gannad Pologn a veze o c'hastaoua evit roue Pologn. He c'hoar a voe gwerzhet d'ur pacha turk[1]. Serc'h d'ar c'hannad e voe betek 1778, pan eas da c'hast. neuzee e kemeras an anv Sophie de Tchelitche. E 1779 e voe prenet gant ur Polonad , Józef Witt, a zimezas dezhi, ha daou vab o doe, Jan ha Kornel. Witt a gasas anezhi da Bariz gant ar briñsez Nassau-Siegen da vezañ desket war doareoù ar gevredigezh uhel. Berzh a reas e Paris, ma veze graet La Belle Phanariote anezhi, ha brudet e oa he bomm-lavar: "Poan o deus ma daoulagad ". Lavaret e veze anezhi eoa kaerañ maouez Europa. E-kerezh he chomadenn e Pariz he devoe pep a zaempred gant breudeur ar roue gall Loeiz XVI, da lavarout eo kont Provañs ha kont Artez[1].

En 1787 e veajas an div vaouez da Istanbul, pa oa ar brezel etre Turki ha Rusia o vont da zigeriñ. Bloaz goude edo Zofia e kamp mignon bras Katelin II, Grigory Potyomkin, ma teuas da vout serc'h dezhañ, hag e chomas betek e varv[1].

E-pad seziz Khotyn, en Ukraina, e oa he fried polonat e Bulgaria, bet anvet da c'houarnour Kamenets, oc'h aozañ ur rouedad spierien evit Potemkin, gant tud e kêr Khotyn, evel c'hoar Zofia, deuet da vout pried pacha Khotyn.

Potemkin a anvas he fried da c'houarnour Cherson hag implij a reas anezhi evel spierez e-touez Poloniz ha Turked.[1] Kinniget e voe evel serc'h ofisiel Grigory Potyomkin en un dañsadeg pan eas ar ministr da weladenniñ Peterbourg e 1791. Kaset e voe kuit gant Aleksandra von Engelhardt da varv Potemkin.[1]

En 1798 ec'h addimezas da Stanisław Szczęsny Potocki, szlachta polonat, he devoa anavezet ha darempredet e Jassy, hag a skoazellas anezhi da lakaat terriñ he dimeziñ kentañ.


E-touez he bugale:

Mervel a reas en Berlin d'ar 24 a viz Du 1822, d'an oad a 62 vloaz.

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Simon Sebag Montefiore (2006). Potemkin och Katarina den stora – en kejserliga förbindelse (Potemkin and Catherine the Great – en Emperial comittment) (in Swedish). prisma. ISBN 13: 978-91-518-44097-8. 

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Simon Sebag Montefiore (2006). Potemkin och Katarina den stora – en kejserliga förbindelse (Potemkin and Catherine the Great – en Emperial comittment) (in Swedish). prisma. ISBN 13: 978-91-518-44097-8. 
  • Łojek J. (1983, wyd. II), Potomkowie Szczęsnego. Dzieje fortuny Potockich z Tulczyna 1799-1921, Lublin, Wydawnictwo Lubelskie, ISBN 8322201192
  • Stachniak E. (2007), Ogród Afrodyty, Wydawnictwo: Świat Książki, ISBN 9788324701704
  • Łojek J., Dzieje pięknej Bitynki, Wydawnictwo PAX, Warszawa 1982, ISBN 83-211-0337-5