Zinaida Serebriakova
Zinaida Serebriakova, pe Zinaida Yevgenyevna Serebriakova, (Lanceray hec'h anv plac'h yaouank)[1] (Зинаи́да Евге́ньевна Серебряко́ва e ruseg, Зінаїда Євгенівна Серебрякова en ukraineg) ganet d'an 10 a viz Kerzu 1884 ha marvet d'an 19 a viz Gwengolo 1967 e Pariz, zo ul livourez rus, unan eus ar re gentañ da gaout brud.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Zinaïda Serebriakova e domani he zud e Neskoutchnoïe (dibreder), nepell diouzh Kharkov, a zo en en Ukraina hiziv. Lanceray zo anv un tiegezh a orin gall, kar d'an tiegezh Benois, lignez brudet a arzourien rus deuet eus Bro-C'hall en XVIIIvet kantved. He zad-kozh a-berzh mamm e oa an tisavour Nicolas Benois, hec'h eont e oa al livour Alexandre Benois, diazezer ar Mir Iskousstva. He mamm, Benois hec'h anv plac'h yaouank, a oa dornet mat da dresañ hag he zad, Eugène, a oa kizeller. Ken donezonet all e oa he breudeur : Eugène Lanceray a oa kizeller ha livour am part ha Nicolas Lanceray un tisavour enoret. Kar a bell dezhi e oa Peter Ustinov, an aktour saoz ha rus.
Goude dezhi kuitaat lise ar merc'hed e 1900 ez eas d'ur skol-arz savet gant ar briñsez Maria Tenicheva, he devoa un domani e Talachkino ma vode arzourien en-dro dezhi. Kelennet e voe Zinaida gant Ilya Repine.
Er bloavezhioù 1902-1903 e veajas en Italia hag en 1905-1906 e teuas da chom da Bariz. Eno e studias en Académie de la Grande Chaumière. nevez dimezet e oa d'he c'henderv-kompez Boris Serebriakov, a vo ijinour an hentoù-houarn en Impalaeriezh rus.
Bloavezhioù kentañ labour an arzourez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Dispac'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E ti he zud e Neskoutchnoie edo Zinaïda Serebriakova pa grogas Dispac'h Here. Bac'het e voe he gwaz, ha mervel a reas gant ar vrec'h zu en dije tapet er c'harc'har.
Aet da baourez goude ma voe kemeret madoù an tiegezh gant ar stad ha diarc'hant en em gavas an intañvez gant he fevar bugel hag he mamm glañv. Paouez a reas gant an eoullivañ evit tresañ, gant ar c'hreion
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Zinaida Serebriakova e Pariz d'an 19 a viz Gwengolo 1967 en he 82 vloaz. Beziet eo e bered rus Sainte-Geneviève-des-Bois e Sainte-Geneviève-des-Bois, en Essonne.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hec'h anv gwreg a vez skrivet Serebryakova alies, hag hec'h anv plac'h yaouank Lansere a-wechoù (Лансере, e ruseg hag ukraineg). Sinañ a rae hec'h oberennoù pe Z. Serebriakova pe e lizherennoù kirillek, hag a-wechoù e skrive Serebriakoff (Rusakova 2006). En he ziegezh e veze graet Zika ha Zina anezhi(Serebriakova 1987).