Zanobi


Zanobi (Zenobius e latin) a oa kentañ eskob Firenze, marvet er bloaz 417. Brudet eo e vurzhudoù en e vro. Lidet e vez d'ar 25 a viz Mae.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa e Firenze, e dud a oa a paganed ouenn uhel. Dindan levezon an eskob Teodoros e teuas da vout kristen, ha gantañ e voe badezet. Gant poan hag amzer e teuas a-benn da dreiñ e dud gant ar gristeniezh.
Hervez Antonius, daneveller e vuhez, hag eskob war e lerc'h, e varvas en e 90 vloaz, e 424; met dre ma skriv Antonius e oa Inosant Iañ a oa pab da neuze (ha mervel a reas e 417) n'eo ket peurasur. Krediñ a ra lod e varvas e 417, d'ar 25 a viz Mae. En deiz-se e veze bleuniet an tour kozh ma veve a-hervez, e-tal ar Ponte Vecchio. Da gentañ e oa bet beziet er Basilica di San Lorenzo e Firenze (kensakret gant Ambrosius e 393), ha kaset goude da iliz Santa Maria del Fiore.
Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evel ma tere d'ur sant enoret en ur gêr a arzourien eo bet livet Zanobi gant illurañ arzourien Firenze.
Kizelladurioù ha livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sant Zanobi, ouzh talbenn iliz Santa Maria del Fiore, Firenze
Sant Zanobi, gant Andrea della Robbia
Marelladur da Sant Zanobi, Museo dell'Opera del Duomo (Firenze)
Murlivadur da sant Zanobi (Sala dei Gigli), Palazzo Vecchio, Firenze.
Ar Werc'hez Vari gant sant Dominig (en tu dehoù) ha sant Zanobi (tu kleiz), livet gant Fra Angelico
Sant Zanobi en e goazez gant e ziagoned Sant Crescentius ha Sant Eugenius war bennoù o daoulin a bep tu dezhañ. Livadur war ur peul en Duomo Santa Maria del Fiore, Firenze.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (it) San Zanobi
- (en) Holloueziadur Katolik 1913