Yves Hernot
Yves Hernot (pe marteze «Hernaut» an anv ofisiel) eo anv daou gizeller, tad ha mab, hag a renas ar Stal-gizellañ Yves Hernot e Lannuon etre 1844 ha 1929. Kalvarioù ha bezioù o deus kizellet dreist-holl.
Yves Hernot an Henañ (1820-1890)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yves Hernot an Henañ, ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1820 e Plouared hag aet d'an Anaon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1890 e Lannuon, a oa mab ur mañsoner.
Labourat a reas gant e dad da gentañ, e 1838, a-raok digeriñ ur stal-gizellañ e Lannuon e 1844. 517 kalvar ha kalz bezioù a zo bet kizellet gant e stal e-pad e vuhez.
Pa oa o labourat e savas meur a ganaouenn vrezhonek (relijiel pe bolitik a-wechoù) ivez, bet moullet war follennoù-nij.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yves Hernot ar Yaouankañ (1861-1929)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan renerezh Yves Hernot ar Yaouankañ, goude marv e dad, e vije bet kizellet ouzhpenn 440 kalvar gant ar stal.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalvar ar Vretoned e Lourd.
- Bez Marc'harid Fulup, e bered Pluzuned.