Mont d’an endalc’had

Yoav

Eus Wikipedia

Yoav, mab Serouya a oa, hervez Eil Levr Shmouel an Tanac'h pa renas David war holl Israel : «  Yoav, mab Serouya, a oa e penn an arme, ha Yehoshafat, eñvorennour » (2S 8,16)[1].

Servijour Feal da Zavid oa eus un tu mat techet da vont en tu-hont da urzhioù e roue eus un tu all peogwir e soñje e oa mat evit ar rouantelezh pe evit abegoù personel.

Bez e voe a hini a sentas ouzh David o kas Uria an Hitiad, gwaz Bat-Sheva, d'ar marv[2].

Bez e voe an hini a lazhas Avshalom, mab David savet enep e dad, daoust da urzhioù ar roue[3] hag a reas kentel goude da Zavid a zouge kañv da Avshalom.

Lazhañ a reas Avner[4] hag Amasa[5] daou benngadour a Israel.

A-raok mervel e lavaras David da Salaun a-zivout Yoav :  « Ober a ri hervez da furnezh, met ne lezi ket diskenn e vlev gwenn e peoc'h d'ar Sheol. » [6]

Lazhet e voe Yoav war urzh Salaun peogwir e « oa bet dedennet da heul Adonia »[7], mab Hagit, hantervreur Salaun ha koshoc'h egetañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br)Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 2, p 109
  2. (br) 2S 11,14-25 ; levrenn 2 Troidigezh An Tour-Tan, p 111
  3. 2S 18, 14-15, Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 2, p120
  4. (br) 2S 3 26-31, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 104
  5. (br)2S 20 8-13, Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 2 p 124
  6. 1R 2, 5-6, Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, p 135
  7. (br)1, 28-33, Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 2, p 136