Bat-Sheva
Hervez Eil Levr Shmouel an Tanac'h e oa Bat-Sheva[1] (en hebraeg : בת שבע, a c'heller treiñ "seizhvet merc'h " pe "merc'h al le"), merc'h Eliam, gwreg Ouria an Hitiad, un ofisour eus arme David.
« Ha setu, da goulz an abardaez, ma savas David diwar e wele, hag e valeas war doenn ti ar roue, hag e welas ur vaouez o kibellat, diwar an doenn. Hag ar vaouez a oa kaer da welout, meurbet. »(2 S 11, 2). Hoalet gant Bat-Sheva e kasas David kannad d'he c'herc'hat « hag e teuas hi davetañ; hag e kouskas ganti ». Brazez e voe Bat-Sheva.
Goulenn a reas David digant Yoav, penn e arme, lakaat Ouria e lec'h startañ an emgann « ma vo skoet d'ar marv » (2S 11, 15). Goude marv Ouria e teuas e intañvez da vezañ gwreg David;
Rebechoù garv a reas Natan, ar profed da Zavid. Anzav a reas David bezañ pec'het e-keñver Doue met daoust da se e kemennas Natan dezhañ e varvfe ar bugel «(2S 12, 13-14).
Goude e c'hanas Bat-Sheva ur mab all da Zavid : Salaun. « Hag an Aotroù a garas anezhañ, hag a gemennas dre Natan, ar profed, gervel e anv 'Yedidya' abalamour d'an Aotroù. »[2]
E Kentañ Levr ar Rouaned e weler Bat-Sheva ha Natan oc'h itrikañ evit ma tibabfe David Salaun da hêr e plas Adonia, mab Hagit ha dont a-benn (1R 1,11-40)[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bat-Sheba e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 276
- ↑ (br)2S 12, 24-25, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 112
- ↑ (br)Troidigezh An tour-Tan, eil levrenn, pp 133-134