Mont d’an endalc’had

Absalom

Eus Wikipedia
gant Albert Weisgerber.

Absalom, pe Absalon, pe Avshalom[1] (hebraeg: אַבְשָׁלוֹם "Tad ar peoc'h") a oa ur mab d'ar roue David e-barzh ar Bibl. Brudet e oa abalamour d'e gened.

E istor a lenner en Eil Levr Shmouel (13-19,11). trede mab ar roue e oa. E c'hoar Tamar a oa bet gwallet gant Amnon, mab henañ David, a oa gwrac'h ganti. Gortoz daou vloaz a eure Absalom a-raok kas e vevelien da lazhañ Amnon d'ur banvez ma oa pedet holl vugale ar roue.

Klask a reas distroadañ e dad, met trec'het e voe gant ar jeneral Joab. En desped da urzhioù ar roue e voe lazhet ar mab gantañ, treuzet e galon gant goaf Joab, ha seul aesoc'h a se ma oa chomet a-ispilh ouzh brank un dervenn war-bouez e vlev hir.

Ma ouelas dourek an tad daoust da emzalc'h e vab.

"Krougadenn Absalom" gant Faith Robinson Trumbull (1718-1780)
Marv Absalom (engravadur e Bibl Gustave Doré).

Arc'heskob Denmark

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Absalon zo anv un arc'heskob brudet e Danmark er Grennamzer.

Absalom, Absalom! zo ur romant saoznek skrivet gant ar skrivagner stadunanat William Faulkner.

  1. (br) Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1Dn, 3, 2 ; p 374 :"an trede, Avshalom, mab Maac'ha,, merc'h Talmai, roue Geshour"