Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Absalom

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

sur mat e vo kemmet a-benn ar fin met ret e vefe reizhañ al liamm davet ar wikipedia e saozneg d'am soñj... goullo eo al liamm davet ar wikioù spagnolek ha kembreak ivez. mat e vefe gwirikeaat seurt liammoù a-raok o lakaat ouzh ar bajenn rak pep hini c'hell ankounac'haat o reizhañ da c'houde. Kavet e vez al liammoù etrewiki rezih war ar bajenn c'hallek-mañ: fr:Absalom --Neal 5 Kzu 2006 da 16:54 (UTC)[respont]

mat eo. Trugarez. --Neal 5 Kzu 2006 da 16:55 (UTC)[respont]

Evit labourat

[kemmañ ar vammenn]

Paouez a ran, rak me n'hallan ket labourat gant un enseller war ma chouk evel se. Peoc'h hag amzer, netra ken. Ken ur wech all. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 16:59 (UTC)[respont]

gra 'vel ma kerez. pa teui en-dro, klask implijout ar patromoù evit lakaat an dud all war evezh pa vez ur pennad war ober c'hoazh. Trugarez. --Neal 5 Kzu 2006 da 17:07 (UTC)[respont]

disrannet e vo an dud war ar bajenn-mañ ha savet ur pennad digejañ war-lerc'h. N'oûn ket hag-eñ e vez graet "Absalon" nemetken pe ivez "Absalom" ouzh mab ar Roue David e brezhoneg. Gwelloc'h e vefe d'am soñj ober gant ar stumm "-m" hag a glota gant stumm orin an anv en hebraeg. --Neal 6 Kzu 2006 da 17:32 (UTC)[respont]

Mat e vije kaozeal a-raok lavarout petra vo graet.
Te eo ar mestr, a ro notennoù d'al labourerien? Neuze eo te a echuo .
C'hoant am boa da labourat war-dro ar Bibl. Met setu un dra ha ne rin ket gant an doareoù-se. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 05:15 (UTC)[respont]
un tammig re gizidik d'am soñj - ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h gant isrannañ ur pennad evit ma vefe ur pennad e-unan-penn evit koaozeal eus Absolom mab ar Roue David...

--Neal 7 Kzu 2006 da 08:20 (UTC)[respont]

Aze emañ an dalc'h: ne welez ket. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 09:12 (UTC)[respont]