Yezhoù mongek-mienek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù mongek-mienek, ennañ 35 yezh[1] komzet e su Sina dreist-holl (Guizhou, Hunan, Yunnan, Sichuan, Guangxi ha Hubei) met ivez e lec'hioù all eus gevred Azia : e Thailand, Laos, Viêt Nam ha Myanmar abalamour d'ar repuidi staliet eno goude bezañ tec'het kuit diouzh Sina 300-400 vloaz 'zo.
Goude Brezelioù Indezsina e tec'has kuit meur a vongeger davet Aostralia, ar Stadoù-Unanet ha broioù all evel repuidi ha kavet e vez eno kumuniezhioù bras pe vrasoc'h.
E mandarineg e vez graet miáo (苗) ha yáo (瑶) eus ar yezhoù-mañ. Gant an dud a ra gant ar yezhoù-se avat e vez graet meo/hmu ha mong/hmong anezhe. Brudetoc'h evit ar re all eo ar ar stumm-mañ peogwir eo hennezh an hini a vez implijet evit ober diouzh o yezh o-unan gant ar gumuniezh repuidi vongeger a orin laosek aet d'en em staliañ er Stadoù-Unanet, daoust ha ma ne vez ket implijet an anv hmong met miao e Sina e lec'h ma kaver an darn vrasañ eus ar vongegerion o chom. Diouzh an tu all avat e vez implijet an termen yao evit ober dave d'ar vroad yao hag un anv sevenadurel an hini eo kentoc'h evit un anv yezhoniezh, rak ennañ e vez kavet tud o komz mieneg, yezhoù taoiiek-kadaiek, yieg koulz ha yezhoù mongek (pe miaoek). Gwelloc'h eo neuze implijout an termen Miened evit ober diouzh an dud a ra gant ar yezhoù yaoek pe mienek.
Rummatadurioù koshoc'h eus ar yezhoù a lakae ar yezhoù mongeg-mieneg e rummad ar yezhoù sinek-ha-tibetek, e lec'h ma vezont kavet c'hoazh e kalz rummatadurioù sinat. Gant kenasant yezhoniourien ar c'hornôg avat, hiziv an deiz, ez eont d'ober ur rummad disheñvel dioute-unan.
N'eo ket gwall sklaer penaos e rank bezañ renket ar yezhoù mongek-mienek, na zoken pet yezh ha pet rannyezh resis zo, dreist-holl abalamour ma'z int bet levezonet-bras peurliesañ gant ar yezhoù komzet tro-dro dezhe. Setu amañ an doare ma vez kinniget o renkañ gant Ethnologue:
- Yezhoù mongek
- Yezhoù bounouek
- Yezhoù tchouantchendienek (chuanqiandian)
- Mongeg Njua
- Mongeg Su Mashan
- Mongeg Kreiz Huishui
- Mongeg Biz Dian
- Mongeg Reter Huishui
- Mongeg Don
- Mongeg Mervent Guiyang
- Mongeg Mervent Huishui
- Mongeg Norzh Huishui
- Mongeg Chonganjiang
- Mongeg Luopohe
- Mongeg Kreiz Mashan
- Mongeg Norzh Mashan
- Mongeg Dô
- Mongeg Kornôg Mashan
- Mongeg Su Guiyang
- Mongeg Shua
- Mongeg Norzh Guiyang
- Mongeg Daw
- Yezhoù paheungek (pa-hng)
- Paheungeg (pa-hng)
- Yezhoù Qiandong
- Yezhoù Xiangxi
- Yezhoù honteek (ho nte) (damsur e pelec'h e renkañ)
- Yezhoù mienek
- Yezhoù biaoek-djaoek (Biao-Jiao)
- Mieneg biaoek-djaoek(Biao-Jiao Mien)
- Yezhoù mienek-djinek (Mian-Jin)
- Biaoeg-moneg (Biao Mon )
- Yaomieneg (Iu Mien)
- Kimmuneg (Kim Mun)
- Yezhoù zaominek
- Zaomineg (dzao min)
- Yezhoù biaoek-djaoek (Biao-Jiao)
Yezhoù unsilabennek eo ar yezhoù mongek-mienek evel an darn vrasañ eus ar yezhoù all komzet e Su Azia. Gante e vez implijet tonennoù kalz muioc'h evit yezhoù all er bed ha lod a gav dezhe e c'hellje bezañ bet dre bezañ levezonet gant ar re-mañ ma oa bet kroget yezhoù all komzet e Su azia d'ober gant tonennoù ivez, evel da skouer ar sinaeg, yezhoù tibetek-burmek all evel ar yieg, hag ivez ar yezhoù taiek, bet levezonet gantañ d'e dro war-lerc'h ar vietnameg.