Mont d’an endalc’had

Lezgieg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezhoù lezgiek)

Ur yezh kaokazek eus skourr Yezhoù kaokazek ar biz eo al lezgieg (лезги чІал lezgi ch'al) komzet gant tro-dro da 450.000 den e su Dagestan e Rusia (257.000 den) hag e norzh Azerbaidjan (171.400 den) dreist-holl, hag ivez e Jorjia, Kazac'hstan, Kirgizstan, Turkia, Turkmenistan, Ukraina hag Ouzbekistan.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet e neplec'h.

Dek yezh lezgiek ez eus e Dagestan:

Lezgi alphabet 1911
  • Artcheg (archi: komzet gant 1,000 den)
  • Tabasareg (komzet gant 54,574 den)
  • Agouleg (aghul: komzet gant 8,782 den)
  • Routouleg (rutul: komzet gant 11,933 den)
  • Tsac'houreg (tsakhur: komzet gant 10,719 den)
  • Boudouc'heg (budukh: komzet gant 1,000 den)
  • Oudieg pe c'hinalougeg (udi pe khinalugh: komzet gant 4,000 den)
  • Lezgieg (lezgi: komzet gant 304,087 den)
  • Kritseg (kryz: komzet gant 6,000 den)

Skrivet e vez ar yezhoù-mañ gant al lizherenneg kirillek.

А а Б б В в Г г Гъ гъ Гь гь Д д Е е
Ё ё Ж ж З з И и Й й К к Къ къ Кь кь
КӀ кӀ Л л М м Н н О о П п ПӀ пӀ Р р
С с Т т ТӀ тӀ У у Уь уь Ф ф Х х Хъ хъ
Хь хь Ц ц ЦӀ цӀ Ч ч ЧӀ чӀ Ш ш Щ щ Ъ ъ
Ы ы Ь ь Э э Ю ю Я я

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]