Mont d’an endalc’had

Yezhoù gouezelek

Eus Wikipedia

Ar yezhoù gouezelek a ya d’ober unan eus an daou skourr a zo e-touez ar yezhoù keltiek. Bremañ e kaozeer teir yezh ouezelek kar hogen disheñvel en inizi Breizh-Veur, Iwerzhon ha Manav :

Deveret eo ar yezhoù gouezelek eus an henouezeleg a veze komzet en Iwerzhon, hag a voe skrivet adalek an 8vet kantved d’an nebeutañ. Gant Gouezeled Iwerzhon e voe taget aodoù ar vro a oa e-kichen o hini ha goude se en em ziazezjont da vat e mervent Bro-Skos. Gounit tachenn a reas o yezh (ar gouezeleg) alese ha dont a reas da vezañ komzet en darn vrasañ eus Skos betek ar 17vet kantved.

En em ledañ a reas ar gouezeleg ivez en Enez Vanav, ha daoust ma varvas ar manaveger a-vihanik diwezhañ en ugentvet kantved, ez eus tud c’hoazh a ra gant ar yezh-se eno hag un doare adsav zo.

Daoust d’ar gerentiezh zo etre an teir yezh-se, ez int yezhoù disheñvel. Splann a-walc’h eo ar c’hemmoù er skritur, dreist-holl etre ar manaveg a zo levezonet e zoare-skrivañ gant hini ar saozneg hag an div yezh all. Abaoe ma’z eus bet degaset kemmoù e doare-skrivañ gouezeleg Iwerzhon, en ugentvet kantved, eo deuet da vezañ disheñveloc’h diouzh gouezeleg Skos.
Setu an anvioù a roer da bep yezh en he bro :

Yezhoù predenek a reer eus an teir yezh keltiek all.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]