Yezhoù aostrez-aziatek
Neuz
Aostrez-aziatek -
| ||
---|---|---|
Douaroniezh: | Su ha Gevred Azia | |
Renkadur genel: |
Unan eus ar Familhoù yezh pennañ er bed | |
Disrannadurioù: | ||
Ur familh-yezhoù vras eo ar yezhoù aostrez-aziatek , enni tro-dro da 168 yezh en holl, komzet e Gevred Azia hag India.
Peurliesañ e vez isrannet ar familh e daou vloc'had pennañ: ar yezhoù monek-kmerek (tro-dro da 147 yezh) eus gevred Azia diouzh un tu ; hag ar yezhoù moundek eus reter-kreiz ha kreiz India diouzh an tu all (tro-dro da 21 yezh):
- Yezhoù moundek an norzh (12 yezh)
- Yezhoù moundek ar su (9 yezh)
- (yezhoù ar su)
- Yezhoù aslek (19 yezh) Malaysia ha Thailand
- Yezhoù monek (2 yezh) Moneg e Myanmar ha nyakopureg (nyahkur) e Thailand.
- Yezhoù nikobarek (6 yezh) Inizi Nikobar (India)
- (yezhoù ar reter)
- Kmereg (khmer) Kambodia, Tailand ha Viêt Nam
- Yezhoù pearek (6 yezh) Kambodia.
- Yezhoù banarek (bahnaric) (40 yezh) Viêt Nam, Laos, ha Kambodia
- Yezhoù katouek (19 yezh) Laos, Viêt Nam ha Thailand
- (yezhoù an norzh)
- Yezhoù kasek (khasi) (3 yezh) reter India ha Bangladesh
- Yezhoù kmouek (khmuic) (13 yezh) Laos ha Thailand
- Yezhoù palaongek (21 yezh) Myanmar, su Sina ha Thailand.
- Mangeg Vietnam
- Yezhoù vietek (viet-muong) (10 yezh) Viêt Nam ha Laos, en o zouez ar Viêt Nam.
- (yezhoù all)
- Palyoueg (palyu) su Sina.