Yezhoù banarek
Neuz
Ur skourr eus ar yezhoù monek-kmerek (mon-khmer) eo ar yezhoù banarek (saozneg: bahnaric languages), ennañ un 30 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 700.000 den e Viêt Nam, Kambodia, ha Laos.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù banarek peurliesañ:
- Yezhoù banarek an norzh, d.s. ar sedangeg, an halangeg e Vietnam
- Yezhoù banarek ar c'hornôg, d.s. an nyaheuneg hag an oieg e Laos
- Yezhoù banarek ar c'hreiz, d.s. an taliengeg, an alakeg, an tampoueg hag ar banareg e Laos ha Vietnam
- Yezhoù banarek ar su (a-wechoù renket evel un isrummad e-touez yezhoù banarek ar c'hreiz), d.s. ar sreeg hag ar mnongeg e Vietnam