Mont d’an endalc’had

Yezh diemren

Eus Wikipedia

Ur yezh diemren a zo ur yezh, peurliesañ nann-unvanaet, liammet ouzh ur yezh emren hag a dalvez da yezh unvan evit, dre skrid dreist-holl.

Peurliesañ n'he devez ur yezh emren yezhadurioù, geriadurioù nag ul lennegezh dre skrid ha ne vezont implijet nemeur evit kelenn er skolioù.

N'en deus ar fed ma vez renket ur yezh evel ur yezh emren netra da welet gant an diforc'hioù yezhadurel etrezi ha yezhoù all, met diazezet e vez ar renkadur-mañ kentoc'h war fedoù sokial ha politikel. Bez' e c'hell un hevelep yezh bezañ renket evel ur yezh emren d'ur mare resis met war-lerc'h dont da vezañ renket evel ur yezh diemren.

Setu un nebeud skouerioù hag a denn da yezhoù bet renket evel yezhoù emren gwechall met deuet da vezañ renket hiziv dre vras evel yezh diemren:

Diouzh an tu all, avat, e kaver yezhoù bet renket gwechall evel yezhoù diemren deuet da vezañ renket hiziv evel yezhoù emren, da skouer: