Yehezkel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Yehezkel en Iliz Servite e Vienna

Yehezkel[1] pe Ezekiel[2], (en hebraeg: יְחֶזְקֵאל, Y'ḥez'qel, distaget: [jəħezˈqel]), a zo uan eus profeded vras an Tanac'h. Talvezout a ra e anv "Ra vo kreñvaet gant Doue" pe " Doue a greñvaio anezhañ". Tudenn bennañ Levr Yehezkel eo. Ur beleg oa. Harluet da Vabilon war un dro gant ar roue Yehoyac'hin er bloaz 597 KJK. Ober a reas e annez en ul lec'h anvet Tell-Aviv (torgenn a dourioù) war ribl ar stêr Kevar nepell diouzh Babilon.

Hervez ar Bibl e voe kaset da brezeg e-touez an harluidi, en devoe eno gweledigezhioù a-berzh Doue, gant ar gefridi da lavarout e gomzoù d'ar bobl harluet, da vezañ gedour evito, ma ne selaouint ket ar falsprofeded, hogen ma tistroint davet an Aotrou. Kemenn a reas d'ar bobl, diskred ha disuj, kastiz Jeruzalem en arbenn d'he difealded e-keñver Doue. Warlerc'h dismantr Jeruzalem e kemmas e zoare d'ober o kourfediñ an harluidi da zougen selloù etrezek an dieubidigezh, an distro d'ar vor , an dazont a c'hloar war-lerc'h ar c'hastiz. Promesaoù a seurt-se ne c'hellent ket chom hep en em gavout gant speredoù disfiz ha diskred ha kavout a reas ar profed enebiezh war e hent.[3]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan levrenn 3 , 1983, p 138
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1898, p 714
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 138