Mont d’an endalc’had

Yehoyac'hin

Eus Wikipedia

Hervez an Testamant Kentañ e voe Yehoyac'hin (en hebraeg יהויכין - Yehôyakhîn)[1] roue Yehouda un nebeud mizvezhioù e 598 KJK, war-lerc'h e dad, Yehoyakim.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned (2R 24, 8-16) :

« Triwec'h vloaz en devoa Yehoyac'hin pa renas, tri miz e renas e Jeruzalem. Anv e vamm a oa Nehoushta, merc'h Elnatan, eus Jeruzalem. Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, a-grenn evel m'en devoa graet e dad. Er mare-se, e pignas servijerion Navoudc'hadnesar, roue Bavel, da Jeruzalem hag e kouezhas ar gêr dindan seziz.[...]

Hag e voe harluet Jeruzalem a-bezh, an holl ofisourion, an holl soudarded : dek mil harluad, hag an holl c'hoved hag alc'houezourion ; ne vanas nemet paourañ tud ar vro. Hag e voe harluet Yehoyac'hin betek Bavel ;[...].

Hag evel roue e lakas roue Bavel Matania, e eontr, en e lec'h, hag e troas e anv e Sidkia. »[2]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jehojakin e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 349
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 196