Eil Levr ar Rouaned

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Eil Levr ar Rouaned a zo unan eus levrioù istorel ar Bibl katolik. Er Bibl hebraek n'eus nemet ul levr eus Kentañ Levr ar Rouaned hag an eil.

Teir lodenn a zo el levrioù-se : ren Salomon (1 R 1-11) ; istor rouantelezhioù Yehouda hag Israel adalek marv Salomon betek dalc'herezh Israel (1R 12 betek 2R 17) fin rouantelezh Yehouda ha danevell gwallreuz 587 kent JK evit echuiñ (2R 18-25). Un doare relijiel da welout an istor a gaver el levrioù-mañ: difealded hollek ar bobl daoust d'un nebeud roueed deol ha Profeded (Eli, Elize) a gas da zisrann ar rouantelezh, steuziadur Israel ha diskar Youda hag an harlu.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, pp220-221