Yasuke
Neuz
Yasuke (skrivet e japaneg: 弥助 pe 弥介, 彌助 pe c'hoazh 彌介), lesanvet Kurusan Yasuke pe Kuru-suke, ganet e 1555 pe 1566, a oa ur sklav afrikan deuet da vezañ ar samourai kroc'hen du, an hini nemetañ en istor Japan. Servijet en devoa ar penn brezel Oda Nobunaga e 1581 ha 1582. An anv "Yasuke" a oa bet roet d'an den gant Nobunaga, ne ouier ket na perak na peur. E anv gwirion n'eo ket bet testeniekaet neblec'h, dre-se ne ouier ket daoust ha Yasuke a oa un doare japanek d'e anv gwirion pe un anv nevez roet dezhañ gant e aotrou.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an Histoire Ecclesiastique Des Isles Et Royaumes Du Japon, skrivet gant ar Jezuist François Solier e 1627, Yasuke a oa bet ganet e Mozambik.