Yannick Bestaven, bet ganet d'an 28 a viz Kerzu 1972 e Sant-Nazer, zo ur bageer-dre-lien breizhat.
Ijinet en deus ar ganer tredan dre viñs-tro Watt&Sea[1].
Emañ o chom e La Rochelle.
|
Trec'h eo bet e meur a redadeg :
- Transat Jacques-Vabre 2015, Le Havre / Itajaí (Brazil), e-bourzh Le Conservateur e Class40, daou-ha-daou, gant Pierre Brasseur ;
- Les Sables-Horta-Les Sables, e-bourzh Le Conservateur e Class40, daou-ha-daou, gant Pierre Brasseur;
- Transat Jacques-Vabre 2011, Le Havre / Puerto Limon (Costa Rica), e-bourzh ar Class40 98 - AQUARELLE.com, daou-ha-daou, gant Éric Drouglazet ;
- Record SNSM 2009, kenreder, e-bourzh Safran gant Marc Guillemot ;
- Transat 6.50, Fort Boyard (Charente-Maritime) / Puerto Calero e Yaiza (enez Lanzarote, Kanariez) / Salvador (Bahia) e (Brazil), trec'h en div dennad AQUARELLE.com ;
- Course de l'Europe, kenreder, e-bourzh Aquitaine Innovations gant Yves Parlier gant Ellen MacArthur.
|