Yanet García

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Yanet Cristal García San Miguel, brudet evel Yanet García, ganet d'ar 14 a viz Du 1990, zo un animatourez skinwel mec'hikan. Abaoe 2016 emañ o labourat evit Las Noticias e Televisa Monterrey, kinnig a ra abadennoù an hin a vez skignet ivez war YouTube. Brud a dapas e 2015 war Internet. E 2015 e oa heuliet gant 400 000 heulier war Instagram. E penn kentañ ar bloavezh 2016 he devoa tizhet ur milion anezho. E 2018 he deus 6,6 milion a heulierien. War Facebook e vez 2 246 572 den oc'h heuliañ anezhi.

Graet e vez anezhi "the sexiest weathergirl" [1]

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douglas "FaZe Censor" Martin, ur c'hoarier c'hoari video Call of Duty a-vicher, a oa bet ganti betek sizhun ar 16 a viz Gouhere 2018.[2]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]