Wombat

Eus Wikipedia
Wombated

Lasiorhinus latifrons
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Vombatidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar wombated a zo bronneged godellek ha geotdebrerien hag a vev en Aostralia.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bras a-walc'h eo ar wombated, etre 20 ha 40 kg a bouez. Berr eo o favioù hag o lost, bihan o divskouarn ha postek o c'horf. Skilfoù plat ha kreñv zo ouzh o bizied ha ganto e toullont riboulioù. Palvgerzherien int.

Tennañ a ra klopenn ar wombated da hini ar c'hrignerien, gant rakdent kreñv.

Ar c'hodell a zigor war an a-dreñv, kuit d'an douar pe d'an traezh mont enni p'emañ al loen o toullañ.

E-kerzh ar pleistosen e veze tropelladoù wombated ramzel (a-vent gant frikorneged) o kantreal e plaenennoù su Aostralia.

Spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2 c'henad ha 3 spesad wombated a zo:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.