Winnie the Pooh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Winnie the Pooh- White River, Ontario

Winnie the Pooh zo un arzhig, penntudenn levrioù evit ar vugale savet gant ar skrivagner saoz Alan Alexander Milne (18821956).

E 1926 e oa deuet al levr kentañ er-maez, gant an titl "Winnie-the-Pooh". Daou vloaz war-lerc'h e oa bet embannet The House at Pooh Corner (1928).
Un nebeud barzhonegoù a voe savet gant Milne ivez diwar-benn an arzhig-se, a voe embannet e-barzh When We Were Very Young (1924) ha Now We Are Six (1927).

Gant an arzour saoz Ernest Howard Shepard (18791976) e oa bet skeudennaouet an holl levrioù-se .