William DuVall
William DuVall | |
![]() | |
Ganet | 6 a viz Gwengolo 1967 Washington, D.C., ![]() |
---|---|
Micher(ioù) | Soner, Saver kanaouennoù |
Doare(où) | Heavy metal Alternative metal Grunge Hardcore punk |
Benveg(où) | Kan, Gitar |
Bloavezhioù oberiant | Abaoe 1983 |
Lec'hienn ofisiel | comeswiththefall.com |
Endro | Alice in Chains, Comes with the Fall, Bl'ast, Neon Christ, Awareness Void of Chaos, No Walls, MadFly |
kemmañ ![]() |
William Bradley DuVall, (ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1967 en Washington, D.C.)[1] a zo kaner, gitarour ha sonaozour er strollad Comes With The Fall hag er mare-se emañ o troiata gant ar strollad Alice in Chains.
Kregiñ a reas ar sonerezh e penn-kentañ ar mare punk e Atlanta er bloavezhioù 1980, ha da gentañ gant ur strollad anvet Awareness Void of Chaos.
E 1983 e sikouras DuVall ar strollad punk Neon Christ en ur seniñ gitar hag en ur skrivañ pozioù war o fladennoù. Gant div droiadig ha div bladenn e krogas ar strollad, troet war ar politikerezh, d’ober un tammig berzh. Implij a reas ar strollad e vrud da harpañ arbennoù aluzennus liesseurt, evel da skouer dieubidigezh Fela Anikulapo Kuti. Dispartiañ a reas ar strollad e 1986, hag adstrollaña rejont evit un abadenn nemetken gant an izili a orin d’ar 24 a viz Kerzu 2004. Er mare-se e oa an izili o treiñ ur film-diell war o divoud. E fin ar bloavezhioù 80 ec'h embarzhas DuVall ar strollad "No Walls", levezonet gant Jimi Hendrix. Enrollañ a rejont ur bladenn.
E fin ar bloavezhioù 1980 e tistro ivez er skol-veur e-lec’h e tap un diplom war ar brederouriezh.
E 1994 e skoazellas e gamalad Dionne Farris da skrivañ ar ganaouenn "I Know"; ar ganaouenn-mañ a gaso Farris da c’hounit un anvidigezh evit ar Grammy hag un ASCAP award.
E fin ar bloavezhioù 1990 e savas DuVall ar strollad Madfly. Eno e voe gitarour, kaner ha sonaozour. Kas a rejont a-benn div bladenn, "Get the Silver" ha "White Hot In The Black", enrollet war label Duvall, DVL Recordings, hag amledet er vro gant Mercury Records/PolyGram. Madfly a reas ur berzh kenwerzhel, met divizout a reas izili ar strollad ne oa ket ar pezh gwellañ evit ar strollad, ha disrannañ a rejont evit sevel Comes With The Fall, gant un isgitarour nevez, Adam Stanger. Diwezhatoc’h e tilojas an izili eus Atlanta da Los Angeles a-benn tapout arvesterien nevez.
Gitarour solo eo bet DuVall evit Michael Tolcher pa troiataas hemañ er Stadoù-Unanet.
Dont a reas DuVall da vignonañ gant ar gitarour Jerry Cantrell e 2000. Seniñ a reas gantañ e troiadoù hag e abadennoù liesseurt, e-lec’h en em adkave gant strollad Cantrell, Alice in Chains. Eno ez eo e kemeras DuVall plas ar c’haner Layne Staley, marvet gant ur rezoenad a heroin hag a gokain e miz Ebrel 2002. Abaoe emañ bepred o troiata ganto.
References[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Playoff time in Alice in Chains league (December 9, 2011).