Wilhelm Prusia (1882-1951)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Wilhelm Prusia zo ivez.
Wilhelm (en tu kleiz), e dad Wilhelm II Alamagn, hag e vab, ar Priñs Wilhelm, e 1927.
Adolf Hitler ha Wilhelm von Preußen

Wilhelm Prusia, eus e anv leun: Friedrich Wilhelm Victor August Ernst von Preußen (1882–1951), a oa mab henañ an impalaer Gwilherm II, anavezet evel ar c'h-Kronprinz, ar priñs pennhêr.

Brudet e oa da vezañ penn-skañv ha merc'hetaer. Harluet e oa bet en Izelvroioù goude Dispac'h Alamagn e 1918. Dont a reas en-dro avat e 1923, ha darempredoù en doe gant an nazied ma voe implijet gante evit o bruderezh.

Goude muntr e vignon kañseller Kurt von Schleicher, da Nozvezh an Hirgontilli e 1934, e paouezas gant ar politikerezh. E zifennerien a lavar n'en doa klasket, eus 1919 da 1934, nemet kavout an tu da brientiñ distro an Tiegezh Hohenzollern er galloud hag e krede dezhañ e vije bet skoazellet gant Hitler.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pried Wilhelm, an Dukez Cecilie von Mecklenburg-Schwerin, o merc'hed Alexandrine (en tu kleiz) ha Cecilie (en tu dehoù), poltredet en 1934

Wilhelm a zimezas da Cecilie von Mecklenburg-Schwerin (1886 – 1954) en Berlin d'ar 6 a Vezheven 1905. Eñ a oa 23 bloaz ha hi 18 vloaz.

C'hwec'h bugel o doe:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.